E-barzh Telerama n° 3538, ez eus ur pennad berr entitlet En Andalousie le flamenco traverse les générations, gant Emmanuelle Bouchez, ha skrivet e lizherennoù bras e-kreizh ar bajenn : LA DICTATURE C’EST FINI !
Anv ez eus dreist holl eus ar flamenko er salioù abadennoù kefridiel.
Ar frazenn e pennlizherennoù a dennfe da hevelebiñ an henvoaz ouzh renad Franco… Fent emichañs ?
Un digarez eo bet evidon da brederiañ war ar geriaoueg.
Petra a dalvez evit an aozerez hag evit ar gorollerion ar gerioù «tradition, folklore, art, modernité…» (henvoaz, folklor, arz, arnevezelezh…)
Evit gwir e komzer eus ar c’hultur, hini ar stuzegezh ren europat a c’heller arvestiñ e galvezadoù e salioù c’hoariva Spagn ha Frañs. An arnevezelezh eo.
E nep lec’h ne reer anv eus un arz pobl hogen eus un henvoaz.
Zoken un arzour kozh bet aterset a gomz eus an henvoaz.
Petra a c’hellfe ober a hent all pa ‘z eo gourlakaet gant ar stuzegezh ren ez eo ar stuzegezhioù pobl henvoazioù sonnet eus un tremened a oa ken sonnet all.
Ar vuhez a grog gant diorreadur ar greanterezh…
Kalz tud a gred e krog an istor hag ar bed ganto.
Evel morianed Amerika a oa bet adkemeret ganto e barzhoniezh ar plantadegoù ar c’hlichedoù ledet gant ar vourc’hizelezh gwenn amerikan war o divoud, Andalouziz o deus degemeret d’ o hini ar c’hlichedoù spagnat war o stuzegezh.
Ar pezh a reont henvoaz anezhañ zo bet arz bev a-raok bezañ distrujet gant an destuziadur deuet gant ar stuzegezh ren.
Pezh a ranker mont da glask en arz tremenet n’ eo ket furmoù da ziduiñ an arvesterion hogen ar c’halvezañ-hontkenderc’hañ a zo bet en o orin, a oa diziouerus d’ar stuzegezh pobl, evel da nep stuzegezh, da berzhiañ er sevenadur ha da ziorren ur vuhezañ diles.
Zoken disleberet ur stuzegezh e chom en arz roudoù eus buhezañ an dud o doa he amparet.
An nevez-korollerion flamenko ne reont nemet degas e koroll kempred ar stuzegezh ren furmoù kozh sonnet ar stuzegezh pobl. Evito n’eus ket eus ur stuzegezh pobl p’ o deus treuztiriet en arz ar stuzegezh ren. Askenderc’hañ a reont an troc’h a zo c’hoarvezet etre stuzegezh pobl ha stuzegezh ren
Dont a reont eus ar bobl emezont. Padal o labour n’eo ket hini Picasso gant an arz afrikat. Picasso ne lavare ket e oa an arz afrikat er bed arnevez. Ne lavare ket dont eus Afrika. Tostaat a rae e vicher ouzh furmoù un arz na oa ket beuzet e-barzh pompadoù ha klichedoù ensavadurel an arz kornogat. Arzour e oa er stuzegezh ren kornog-europat.
Siwazh evit an arzoù o tont eus ar stuzegezhioù pobl europat, an dud a embann bezañ nevesaerion an arzoù eskoret eus ar stuzegezhioù-se a ziazez er stuzegezhioù ren estren dezho.
Diazezoù solut ha pinvidik zo d’ ar stuzegezh pobl : bezañ tost ouzh an dud hag eskoriñ war ar prim. An arz flamenko evel pep arz pobl a zo steuzidik, pinvidik e gennotadurioù, maget gant pemdez an dud ha gant o spioù, o iziunadoù, o finvezhioù.
Diaes tre eo da empentiñ pa vezer en ur stuzegezh yoc’hek a vag an dud gant klichedoù chaoket hag adchaoket na reont nemet derc’hel ar poblañsoù dindan galloud ar stuzegezh ren diorreet er-maez o c’hrap hag o femdez.
Ar stiradoù pellwel zo ur c’has dispan a batromoù stuzegezhel ren ma veuz skiant vat ar bobl.
Dalc’herion ar stuzegezh ren ne fell ket dezho eus ur stuzegezh pobl oc’h emdreiñ, bev, er mare-mañ hag er stad m’ emañ Kornog Europa da nebeutañ.
Ar re a fell dezho lakaat ar flamenko, pe ar sorbiennoù e renk an arz, a glask evit gwir lakaat o c’halvezadoù e renk ar stuzegezh uhel (high culture). Pell a ziorren ur c’halvezañ-hontkenderc’hañ diles e sevennont kalvezadoù kefridiel, o kemplegañ da nevid ren ar c’halvezadoù arzek. (Labour Luzel zo ur skouer all eus seurt argerzh, embann e galleg.)
Moarvat e c’hounezont a fet kalvezerezh ha neuze resisted o labour, pinvidigezh geriaoueg o micher, hogen ur c’halvezerezh amprestet ha n’eo ket diles eo, sevenet e langaj ar stuzegezh ren (koroll, arz, ha yezh).
Seurt gounid ne c’hell ket kempouezañ ar c’holl bras a reont war an nesaegezh, an dihanteradegezh etre ar buhezañ hag ar c’halvezañ. Hag e tizhont mont pelloc’h eget ar c’halvezañ e seurt plegenn ?
Hervez ar rumennoù savet gant Hanna Arendt evit studiañ ar gwezhiañ denel e c’heller lavarout e koller war dachenn an niñvañ hag e pellaer an arz diouzh e berzhioù buhezel evit e gantañ d’ al labour, eleze d’ e berzhioù bevedel hag alvezel.
Ar c’horoller meneget er pennad a vir eus Don Kic’hote e dokarn hag un tamm eus e houarnwisk ha ne ra anv ebet eus nesaegezh skridoù Cervantes ouzh ar stuzegezh bobl hag ouzh pemdez tud ar bobl trevezet ha goapaet gant an noblañsoù, ar vourc’hizion hag ar berc’henned douar.
Evel an holl arzoù pobl ez endalc’h ar flamenko perzhioù a steuz war leurennoù ar c’hoarivaoù. El lec’hioù-se e tenn da vezañ ken aner hag an abadennoù evit touristed kasaet gant koroller ar pennad.
Kefredourion Europa dirak an abadennoù flamenko arnevez zo kevatal d’ an douristed dirak an diduamantoù kinniget dezho er c’hafedioù, bevezerion ha bevezerion.
Kement-se ne dalvez ket ez eo pep tra da deurel.