E-kreiz ar straed e tarzh ar c’hurun
Dic’halloud, divarrek ez an dirak ar re a gouezh, dismantret, en arvar, seizet.
Red an amzer a gas gantañ korfoù bev c’hoazh, kizidik, denion, va c’herent, ma mignoned nesañ.
Buhezet ganto kement ha kement, dilavar hag int o vont kuit, degadoù ha degadoù.
Lazhadeg euzhus ur bed dispi.
Skoazell me ho ped ! Tresomp d’hon jestroù un hent ra vint brokus ha resis, ra gendalc’ho ar bed,
ra vo nevesaet.