Disoñjet ‘m boa kroc’hen kramennet an dud a labour an douar dindan ar seizh avel. Disoñjet ‘m boa o daoulagad don hag o c’horf treut ha nerzhek, o selloù bev hag ar fent e korn o lagad.
Setu m’o adkavan er plac’h-se o werzhañ he legumaj. Ar blijadur da zasparzhañ legumaj he labour, da zastum ar wenneion a roy tro d’an tiad da brenañ pezh na genderc’hont ket.
Ar plijadurioù a oa eeun hag ar gwalleur a oa pell ac’hanomp.
Gwelout a raen he dorn o tiskouez ar beuf er garzh. An c’hildorn krommet oc’h astenn ar biz davit al labous a oa nijadenn, livioù ar plu, geiz. Un drugar e oa ar c’hroc’hen teñval mastaret gant douar a astenne va sell betek al labousig, a raktrese din ar from a oa e penn ul linenn diwelus hogen ken gwir.
N’eo ket ar gejadenn-se un dargouezh pa ‘z eo c’hoarvezet e-kreiz ar gêr-mañ a zo chomet ur vourc’h vras daoust d’ar c’hantvedoù. War ar marc’hallac’h e kejer c’hoazh gant un nebeut tud kozh diwar ar maez. N’int ket bet teuzet er yoc’h. Mont a reont c’hoazh gant o c’horfoù, o dremmoù, o doareoù da gerzhout ha da wiskañ o dilhadoù, kalz dilesoc’h eget handerc’hadoù dalc’herion an hengoun.
Un doare eeun o doa da blediñ gant o femdez, gant ar vuhez. Ne oa ket ur baradoz hag en o zouez e oa tud faezhet c’hoazh. Bez e oa bevañ gant an nesañ avat, aes ha diaes.
Warno eo kouezhet ar brezel a beurstalias ur bed na oa ket o hini. Dindan redi int aet diouzh paz ar re na soursie tamm ebet outo, war hentoù n’ o c’hasent da neblec’h.
Astenn a reont o zammig boud daoust da lanv an tiez flim-flamm a aloub o douaroù, ha bennozh d’ ar c’hresk ez eo bet d’ o leve.
Hi, ar plac’h-se, yaouank, drant, en-dro dezhi dilhadoù ar parkeier, gant he zamm kreion hag e c’harnedig d’ ober sammadurioù ha da jediñ pezh a zleen dezhi evit he legumaj, na oa ket eus o lignez, a gendalc’he en un doare eeun ha gwirion bed an dud-se.