Da betra e soñjen o kerzhout el latar ?
Piv, me ?
Me, nann !
Un den, en tu all d’ar Me strizh skornet e spered, skornet e izili.
An den-se a zo e zenelezh prof an holl zenion, diampart, droch e pred an disparti.
Pe zisparti ?
N’ eus pik echu ebet da vuhez un den.
Gant ar veved e c’haller marteze lakaat un dibenn, marteze, hag un derou, marteze.
Hag ez eus un derou hag un dibenn d’an darempredoù etre daou zen ?
Pegoulz e krog ? Pa gejan, Me gant ur Me all ?
Ha n’ eo ket donoc’h ar gejadenn, er pezh a zoug eus an denion pep hini ac’hanomp a-raok genel zoken ?
Bezañ an denelezh ha chom digenvez.
Ledanaat d’ an dremmwel a ra an Den, keit ma sach ar Me davit kombodoù sederaus.
Kaout keuz d’ ar Me a gimiad pa chom er Me ez on un draig en deus fiziet ennon hep gouzout dimp zoken.
Mil tra fiziet ennon gant mil Me all, traoùigoù a ra ac’hanon un den e-touez an denion.
Un dudenn strizh e chomin o stekiñ ouzh tudennoù ken strizh all, an den ennomp war glask d’an denelezh.
Ha ne vo morse tarzhet ar c’hombodoù ma klask repu kroc’hen an den ?
Un deiz padal e welis un dremmwel ledan.
An denelezh ne oa ket nemet un huñvre, un touell spered.
Kouezhet e oa va aon rak ar Meoù all gourdrouzus.
Diwisket tamm a tamm ganin ar c’hombodoù.
Tizhet ‘m boa an denelezh.
Kaer e teue bevañ, ha diaes ivez, ken diaes, kement ma’m befe bet keuz da ‘m chadennoù.
Ur Me a ya en un arched, bodet d’e gimiadiñ Meoù all pep hini e gombodoù.
A zenion, c’hwi oa aze ivez…
O kerzhout el latar ne soñjen e netra.