Hag an dud o deus kuitaet Europa evit mont da aloubiñ an douar a-bezh a glaske mont e darempred gant pobladoù all, degas dezho brokus ar pep kaerañ eus an denelezh ha degemer diganto ar pep kaerañ eus an denelezh ivez, gant ar c’hoant pinvidikaat ar sevenadur ha ledanaat brokus dremmwel an denelezh ?
Kement-se e ‘m eus kredet pa oan yaouank.
Aet int da rastellat war an douar danvez da greskiñ o finvidigezh, galloud o Stadoù.
Aet int gant armoù en anv o roue, da glask aour, marc’hadourezhioù nevez, da ledañ kealiadurezhioù strizh hag ur stuzegezh a lakaent d’ an hini nemetañ er bed.
Ledet o deus war an douar ur roued skrijus a varv da vagañ buzadoù diroll. Distrujet o deus pobladoù a-bezh, stuzegezhioù.
O antifonenn a oa e varve ar stuzegezhioù hag an dud dre youl an natur. Ne oant ket atebek. Heuliad naturel sioù naturel an henvroidi e oa ! Amparet e oa ar pobladoù-se gant tud distuz, gouez, loened.
Abaoe kantvedoù e kresk an euzhvil. Ober a ra eus an dud miled gouezh, o merañ evel chatal, evel ar bern teil a gresk diwar regenderc’hañ e gounid un nebeut hiniennoù dilennet war glask d’ ur galloud divent, d’ ar blijadur da zivizout marv pe vuhez, piv zo den ha piv n’ eo ket.
N ‘en em veizont ket evel tud dilennet gant Doue nemetken, evel doueed ne lavaran ket.
Krennit ha pedit hag o lezit da verañ ar bed evidoc’h, sed o c’hoant.
Pellaet eo tamm ha tamm brokusted an denelezh gant seurt marc’hadourion kealiadurezhioù hag armoù, armoù o c’healiadurezh ha kealiadurezh o armoù. Kenderc’het o deus lakizion heñvel poch outo ha kenderc’het dezho ar binvioù da genderc’hel gant an oberenn varvus.
Abaoe kantvedoù o deus ergerzhet ar bed da ziverkañ kement roud eus ar pezh a c’hallfe reiñ d’ar poblañsoù araezioù da stagañ gant o rezid.
An euzhtud, istud divuhez, spesoù, a weler hiziv o kas ar marv, o lakaat termen da vuhezioù prizius, n’int ket frouezh an natur, frouezh o natur. Frouezh ur stuzegezh diroll int, frouezh distruj reizhiadek eus ar perzhioù denel dre ar yoc’hekaat, a zo dibolitikaat, distuziañ, dizenekaat.
Foranet eo bet amzer ha labour da c’houllonderiñ an dud d’ o leuniañ gant marc’hadourezhioù diezhomm e-lec’h ren un oberenn sevenadur, kened, krouiñ. Goullo an dud e c’hellont bezañ leuniet gant forzh petra siwazh. Aesoc’h a se genel ur spontelour, neuze dek, kant, mil, hag ar stuzegezh ne oar nemet respont dre vombezennoù, distruj, pa ne oar ket mui sevel.
Gwelit hiziv dalc’herion ur stuzegezh klañv o c’hourdrouz war gwagennoù ar skingasadennoù, dre hanterouriezh o c’hazetennerion, o keuziañ d’ an dud skrapet o buhez dre sotoni, pizoni, dizenelezh, ar re-se end-eeun a ren war ar bed.
Ur bed a chom da sevel na vo savet nemet mar soliomp war ar c’haerañ a zo gant pep-hini, zoken mar bez bihan. Poent eo treiñ kein d’ar re a fell dezho hon lakaat d’en em zistrujañ. Denion omp, daoust d’hon denelezh drastet adal kantvedoù.
Hag e vimp paket c’hoazh gant tunioù ar re a laer hon buhezioù ? Ha n’eo ket a-walc’h ar milionoù a vuhezioù distrujet, ar steudadoù kelanoù pemdeziek ledet dre an douar, heñvel ouzh steudadoù kirri hentoù ar beveziñ, sinadur gwadek ur stuzegezh amoet ?
Trugarez vras d’an hini a skriv emañ o keuziañ d’ ar pezh a c’hoarvez e Frañs. Mantrus eo koll buhezioù, an hini disterañ a c’hell bezañ andon pinvidik d’ an denelezh.
Trugarez d’ an hini a leñv hiziv, hogen bemdez e tlefe leñvañ, keuziañ d’ an oberoù a ziskar bemdez miliadoù a vuhezioù prizius, a zistruj an dud zoken en o bev.
Kaset e vin da strakañ brulu anat. Kenderc’hel a rin da zegas un tamm kened dister, un tamm brokusted, un tamm denelezh. N’ in ket da leñvañ gant leñverion ar Sul, buhezioù zo da saveteiñ.