leterc’had ?

E pe zegouezh e c’hellan ober gant ar ger leterc’had ?
Ent kalvezel, eo termenet evel «ambredañ A dre ober gant an arouez o tenotañ B, ken e vez diskogellet an arc’hwel denotañ ha digoret hent ar c’hennotañ» e-barzh Lavar 09, KIS-359, p. 83

Pa lennan ar skridoù niverus gant GE (Guy Étienne) ma ra anv eus leterc’had e kavan eo arveret evit menegiñ ur gwezhiañ a zo kalz ledanoc’h eget ar barzhiñ, an arz, pe ar yezhoniezh, ar ouezoniezh ma ra anv anezho.
Marteze n’ on ket gwall ampart evit mont war an tachennoù pleustret gant GE.
Pa dostañ an aozer ouzh an arz, e kav din e chomer hanter hent etre ar ouezoniezh hag un dra all n’eo ket spisaet gwall resis a denfe d’ an hontkenderc’hañ, d’ an nit ?
Hañval a ra din e chom ar ger arz ur c’halvezad, ur ger a glasker termenañ hep reiñ da anavezout ar pezh a zo endalc’het gantañ… Un tammig evel ma vefer gennet gant an termenadur danzeet gant ar stuzegezh ren, hini ar ger gallek art.

Pinvidik kenañ eo avat ar skridoù embannet gant GE e-barzh PREDER hag ar gelaouenn EMSAV. Pinvidik eo ar geriaoueg sevenet gant an aozer ha digeriñ a ra war un dezevout diles ha nevezus.
Dispellaet on gant al labour graet ha war un dro eo al labour-se, e-touez meur a draoù all, a ro din kalon da glask fraeshaat va ferzhiadur en denelezh.

Da viskoazh on bet techet da veskañ pep tra. Moarvat eo peogwir da ‘m meno ne gaver morse e buhez mab-den elfennoù a c’hellfe bezañ renket dindan ur c’heal nemetken. Ar c’healioù ne dalvezont nemet da labourat. Ar gwezhiañ disterañ gant mab-den a denn bepred da veur a dachenn.
Ur gwezhiañ denel klok ha diles a-berzh mab-den, a endalc’h war un dro labourat, oberiañ ha niñvañ. Lakaat a ra e brall perzhioù buhezel mab-den hag e berzhioù alvezel ha bevedel. Bras pe brasoc’h e vo pep hini eus an elfennoù-se hervez an degouezhioù ha diaes e kavan tevel war an arvez-mañ-arvez war zigarez bezañ efedus.
Marteze ne c’hoarvez nemet e degouezhioù ‘zo d’ ar gwezhiañ denel bezañ klok, ha diemouez eo.
Ha n’ eo ket an emouezañ bevennet d’ ar soliadelezh, d’ ar ouezoniezh, d’ an alvez ? Trec’h e vefe neuze an oberiañ ? An nit ne vefe nemet dargouezh glan ?

Daoust d’ e emdarzhegezh, an nit ne c’hell c’hoarvezout nemet mar bez sevenet amveziadoù e vezusted gant an den (hinienn bevedel ha loen keodedel) er bed savet gantañ, e-touez ur gumuniezh tud, hag ar bezañs enni eus hil ar gwezhiañ a remziad da remziad e stumm kalvezadoù ha taolioù nit, kalvezadoù padus ha taolioù nit steuzidik (an den zo barrek da anavezout, pe da vuhezañ ar pezh na wel ket, na veiz ket. Ha n’ emañ ket aze roll pinvidikañ al leterc’had ?).

Soñj ‘m eus eus daou zoare lakaet d’an  ober er bloavezhioù seikont : ar beveziñ, a zistruj an elfennoù arveret, pe an hontkenderc’hañ, a zistruj an elfennoù arveret ivez, hogen ez int adkavet e stumm un elfenn nevez a ampar ur c’halvezad nevez. Neuze e adkaver e seurt kalvezad ar c’halvezadoù kent hag an taolioù nit kent. Un hiladur ez eus, un istor.
Da ‘m meno ne c’hell bezañ eus an hontkenderc’hañ nemet e-serr un niñvañ.
Arvestiñ ha lenn, n’ eo ket hontkenderc’hañ, ret eo ober, ha komz.

An arz zo bezañt er c’halvezadoù arzel diziouerus emichañs d’ ar bed da vout.
An arz bev, an nit, n’ emañ ket er c’halvezadoù arzel, nag en arz ensavadekaet a zo stuzegezh, hollad ar c’halvezadoù, ha n’ eo ket sevenadur. Setu pezh a greden, arz ha sevenadur ne c’hellont bout nemet mar bez eus an nit
Ar galleg culture zo ur goumoulenn, ur c’halvezad, a dalvez da argas en ur bed all bezusted an nit empleget gant arver resis ar ger sevenadur (Alies eo arveret ar ger sevenadur evit ar galleg pemdeziek culture. Gwelloc’h e vefe en degouezhioù-se ober gant kultur peogwir e chomer e-par ar stuzegezh ren ha treuzplakañ a reer ar brezhoneg sevenadur war ar galleg culture hep derc’hel kont eus ar pezh a zo endalc’het gant ar ger brezhonek.
Ar ger sevenadur zo bet krouet gant Vallée emichañs, eleze e dibenn an naontekvet kantved, kavet e-barzh an Notennou diwar-benn ar Gelted koz adembannet e 1922, ha resisaet eo bet e ster gant al labourioù renet adal ar bloavezhioù 50 gant al labourioù embannet gant PREDER hag e-barzh ar gelaouenn EMSAV).

En hevelep doare ma ‘z eo risklet ster sevenadur da stuzegezh er brezhoneg komzet eo risklet ar politikaat da bolitikerezh (la politique), hag ar geoded da gevredigezh o tispellaat an hontkenderc’hañ e gounid ar c’halvezañ.
Stuzegezh, kevredigezh ha politikerezh zo kalvezadoù, frouezh an oberiañ, kenkoulz hag un daol pe ur gador. Arvezioù bevedel zo ganto ivez pa dalvezont da ziwall beved an dud dre o gwareziñ hag o magañ. N’ on ket sur ha ne vefe ket eus ar riskladur ster er brezhoneg resis zoken.

Ne gomprenan ket bepred pe zachenn zo d’ ar ger leterc’had gant GE.
Hañval a ra a-wechoù ne vefe ket a ziforc’h etre leterc’had ha derc’henn. Padal evidon e taveont da saviadoù diforc’h.
Heñvel eo ouzh tudoniourion ‘zo a ra eus ur sorbienn disleberadur ur vojenn. Daou dra disheñvel int evidon, eskoret e saviadoù diforc’h gant ur roll disheñvel.
Ken diziouerus int an eil hag eben avat.

An dro gaer betek amañ…

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.