liv ruz ha genou poazh

kenou poazhTrouzal a a ra an dud e Breizh. Huchal a reont. Hag evit dedennañ evezh an hini a stard o gouzoug eo ? Ha piv o gwask, pe betra ?
Ha n’ eo ket risklus mont da c’houlenn an aotre da vevañ ouzh an hini en deus pep galloud warnoc’h ?
Hag goulenn a ra ar vuoc’h ouzh ar c’higer na vezañ lazhet ? Ha goulenn a ra ar baraer digant ar mañsoner binvioù d’ ober e vara ? Ar c’higer a ra e vicher. D’ar baraer da sevel binvioù d’ ober bara.

Kletoc’h eo bevañ en hunvre ha kemer plijadur, eget kregiñ gant penn bihanañ ar pezh a heter.
Kletoc’h eo tamall d’an all ar pezh na vezer ket barrek d’ober.
D’an dud a venn eo kregiñ da sevel o bed. Ne vo skoazell ebet digant an hini a zo mat ar bed evitañ.

Kejet ‘m eus er bloavezhioù seikont gant tud o doa boulc’het gant ur bed a glote ganto.
Ul labour diaes e oa, diaes evidon, diaes evito.
D’ar mare-se, ne oan netra er gevredigezh c’hall kenkoulz ha hiziv.
Desket ‘m eus e oa gounidusoc’h ober eget leñvañ, pinvidikausoc’h ober eget goulenn.
Pezh a vank d’ hon denelezh ne c’hell ket bezañ roet pe gemeret. Da sevel eo.
Kement tra a zo er bed a ra ar bed evel m’ emañ hepmuiken.

Diaes e oa evel just sevel pezh na oa ket. Ken diaes all e oa evidon e traoñ mik urzhaz a ‘r gevredigezh c’hall hag evit ar re a oa uheloc’h o live. Bez hor boa da sevel darempredoù nevez. Ne oa ket mui a-walc’h din gortoz e vefe lavaret petra ober ha ne oa ket mui a-walc’h dezho bezañ ar re a ziviz.
Pouez ar bed evel ma oa, hini ar gevredigezh c’hall, ar stuzegezh c’hall, a oa war hon divskoaz. Ar bed a vennemp krouiñ a oa ur samm ouzhpenn hon lakae en arvar da risklañ e sodelloù ar bed kozh a chome hon pemdez evel ma chome pemdez an holl dud.
Binvioù nevez a oa da grouiñ bemdez, ha mar sellit ouzh brezhoneg ar prantad-se e verzhot un adsked eus al labour graet. N’eo ket bet kaset ar brezhoneg war-raok evit skoazellañ an dud da vont war-raok. Peogwir ez ae an dud war-raok eo aet ar brezhoneg war-raok.

Ne oa ket an dud treuzwisket e Brezhoned. Ne glaskent ket un asant bennak d’un neuz breizhek bennak danzeet gant poblañs ur bed ma ne oa keal ebet eus denelezh evit un den brezhon.
Emsaverion vrezhon edont peogwir ez ensammet krouiñ ar remziadoù kent en o labour, remziadoù tud rez o doa degaset denelezh ha kaerded er bed.
Aet da get ar framm ma veze arnodet ur bed kaeroc’h, dindan sammad ul labour divent ha dedroadur al labour-se, eo distro an holl d’ar gevredigezh hon distruj, a sun hon denelezh d’ober ac’hanomp hiniennoù beuzet en ur yoc’h gouzañvat ha diijin.
N’eo ket ar Vrezhoned a zistrujer hogen denelezh tud sujet. Mestroniañ zo distrujañ denelezh an den.
N’ eo ket treuzwiskañ e Brezhoned mojennek, argelek, a zegaso denelezh en-dro.
An holl dud veuzet er yoc’hoù a liv o dremm e liv pe liv gant keuz d’ o denelezh kollet, evel chatal o vont d’ al lazhdi, pep hinienn lorc’h ennañ gant e liv.
Ar yoc’hoù ne ouzont nemet ober trouz ha goulenn lezennoù nevez da sentiñ outo. Ar pobloù a gas war-raok o buhezañ.
N’eo ket aes avat diskregiñ diouzh ar vakañsoù, diouzh ar festoù, diouzh ar pochadoù, a ra d’ ar sujidi gouzañv ar bed-mañ, daoust d’ar genou poazh.

Gouelioù meurlarjez a roe tro da boblañsoù ar grennamzer da c’houzañv o femdez. Hiziv, gant an diskeladegoù hag internet eo aet meurlarjez da bemdeziek.
Arc’hañ, choual, klemm, n’eo ket sevel.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.