livioù kroc’hen

liviou kroc'henE derou ar bed e oa an holl dud du o c’hroc’hen.
Doue a veve en o zouez.
Un deiz e varv un den. Doue a ya da welout an tri mab en doa bet an den-se.
– Ho tad a oa un den dispar. Neuze e fell din ober deoc’h ur prof en e eñvor. Setu ur stivell. Kit da soubañ e dour ar stivell hag e teuot da vezañ gwenn ho kroc’hen.
Doue a gimiad hag an tri faotr a chom.
– Droch mik ! A lavar ar mab henañ. Morse n’eo bet gwelet un den gwenn.
– Ya, eme an eil, hogen ur prof a-berzh Doue eo memestra.
An trede ne lavar grik; un dra nevez zo mat da gaout; mont a ra d’ar stivell d’ emc’hlebiañ hag e teu da vezañ gwenn penn da benn.
An eil pa wel e vreur gwenn a hast betek ar stivell. Ne chom nemet pri avat. Ne strink ket mui ar stivell. Taravañ a ra e gorf gant pri hag e teu da vezañ ruz e groc’hen.
Ar breur koshañ pa wel an daou all aet unan da wenn, unan da ruz, a ya betek ar stivell. Ne chom nemet glebor war an douar. Stouiñ a ra da c’hlebiañ palv e zaouarn.

Doue a zistro da welout an tri breur.
– Ret dit lakaat ar stivell en-dro eme an hini kozh. Abaoe ma vezomp unan du, unan ruz hag unan gwenn eo trenket ar soubenn etrezomp. Pa vimp gwenn an tri ac’hanomp e vo mat an traoù a-nevez.
– Siwazh, ne c’hellan ober ur prof nemet ur wech. C’hwi zo paotred mat koulskoude; deoc’h e ran ur prof ouzhpenn. Setu ar binvidigezh, ar frankiz hag ar spered. Ar c’hoshañ out, dibab da gentañ.
– Mat, dibab a ran ar binvidigezh, evel-se e rin ar pezh a garan.
– Dibab a ran ar frankiz, a lavar an eil, ar pep priziusañ eo.
An hini gwenn zo chomet gant ar spered.

Ha da betra en deus ar breur gwenn arveret e spered ? Laerezh digant e vreur du e binvidigezh, digant e vreur ruz e frankiz, hag ober anezho e sklaved.

Tri maladur eus ar sorbienn-se ‘m eus lennet, unan dastumet e Guyana digant un den gwenn ha daou dastumet e Kuba digant morianed.
Ur maladur din zo eskoret da heul bezañ lavaret ar sorbienn-se pell amzer.
Ne ‘m eus graet nemet ouzhpennañ un frazenn da bep kammed eus ar sorbienn, ar sorbienn a c’hellfe echuiñ amañ, hag evit klozañ echu eo ar sorbienn, amañ e krog an Istor.

Le Nègre, l’Indien, le Blanc, dastumet e 1872, p 288, Arawak, Tchou, 1978

Kit da sellout ouzh gwengel ha sorbienn.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.