N’eo ket pignet karr ar post betek penn an hent-dall. Klevet he deus rodoù o chourikat e porzh an amezeg. En ur stouiñ he fenn he deus spurmantet al liv melen tec’het dre ar gwez.
Mut e chomo ar voest.
Na lizher, na gartenn, na lizher-dle, na gelaouenn, nag an disterañ follen daranverezh da lenn.