Al loenez hud hir ha moan a azez ouzh an daol, pluenn a gouezh ganti he samm a vurzhudoù, a blijadurioù don hag eeun.
Dindan he c’hroc’hen treuzwelus e spurmant he c’halon o talmañ, kas he gwad glas glizin.
He c’hoarzh dibar a darzh e mil damm, a-vec’h diwanet, unan nevez d’e heul, ken dibar. Torret o moul ne vint morse kanet na livet, na renket e stumm gerioù.
He fiñvoù gwevn ha ledan, pep anezho dieil, zo leun a ziougan, red dispan he burzhudoù stank.
He sell kollet e dremmwelioù divent, dianav, ez evezh ouzhimp holl, he c’houviaded.
Evit mad hon c’humuniezh e kempenn he neizh.
Huñvreal en aner a ran. Ne vez ket evidon va-unan.