Setu istorioù savet evit diduiñ ar baotred, leun a verc’hed yaouank koant o brozhioù berr, hag ur paotr yaouank, Mirai, a vefe laouen e teufe ar vuhez da vezañ aesoc’h.
Diouzh un tu ur paotr a c’hortoz un haroz d’e skoazellañ ha diouzh an tu all ur plac’h en e skol nevez he deus savet Kleub an harozed da skoazellañ an dud. Ar plac’h gwisket ganti ar maskl a zo ardamez ar c’hleub n’ he deus nemet he youl vat da ziskoulmañ ar c’hudennoù ha berr eo.
Un deiz e kav ar paotr ur maskl a ro dezhañ ur galloud dreist. C’hoarvezout a ray ivez gant tud all kavout seurt maskloù. Petra a raint gant se ?
Piv a zeuy a-benn da gaeraat ar bed ? Petra eo d’ ar bed bezañ kaer ? Petra a c’hell un den ober gant ur galloud deuet dezhañ a-ziavaez ? Petra a c’hell un den ober gant e c’halloud den boutin ?
Ha n’eo ket ar barregezhioù roet d’ an haroz gant ar maskl heñvel ouzh ar barregezhioù gourlakaet d’ ar vugale gant ar skol ?
Ha n’ eo ket Mirai bac’het en e yaouankiz a vugel digenvez gant galloud ar maskl ? Ha n’ eo ket barregezhioù ar maskl ken diavaez dezhañ hag ar barregezhioù kelennet er skol ? Gant piv eo profet ar maskloù pe kelennadurezh ar skol ? D’ ober petra ? Ha ne ginnig ket kleub Lilico nemet pleustriñ ar gevredigezh ? Ha n’ eo ket ar pleustr kevredigezhel a ro d’ an dud o galloud ?
Tost ouzh ar sorbiennoù eo seurt bandennoù treset. Enno e kaver pemdez an dud, o diaesterioù hag o iziunadoù. N’ eo ket pell kennebeut diouzh merc’hed ha strolladoù krennarded bandennoù treset ar bloavezhioù pemont, an danvez ha perzhded an tresañ deuet da vezañ pinvidikoc’h ha muioc’h digor war ar bed.
Un diduamant plijus eo Hero mask, gant danvez e-barzh.
Moarvat e vo c’hoazh kavet unan bennak evit lavarout e lakaan en oberenn ar pezh n’ eus ket… Gwazh a se evidon, pe evitañ !
Hero mask, Yumika Tsuru tresañ, Takashi Okabe skrivañ, 2013 Hero’s inc Tokyo, 2014 éditions Tonkam, Paris.