bagad ar varmouzion

marmouzionBodet er frankizenn emañ ar varmouzion liesseurt o garmoù ouzh heuliañ ar par o ren, penn kefridiel ar bagad a-berzh ar vistri o dalc’h adal o c’heodedoù bras.
O gronnañ a ra en ul lavar kentidik dre zreveziñ parlantoù kozh an diskar, heuliad an digalon a reuzhias kantvedoù abretoc’h, a gasas tropell ar varmouzion da gilañ rak o atebegezhioù, da dec’hout rak o mistri, emanvet denion ha stuziet, betek harzoù o denelezh ensavadekaet.

Da gregiñ gant o istor edont emrepuet en ur c’horn eus an douar, pell, e gwared menezioù dizarempredus, dizarempred, lec’h m’o doa kaset ganto ur yezh a oa deuet da vezañ kaer, pinvidik, gwevn, dre labour ha karantez ar yezherion.
An oberennoù a savent, o oberioù, o freder, a oa a live gant an denion edont.
Trellet gant ar pezh o doa savet o deus paouezet da sevel, da seveniñ, da grouiñ. Kredet o deus e oa bet roet o denelezh dezho gant doueed, gant n’ouzon ket piv degouezhet aze dre vurzhud, hag e oa a-walc’h emvataat eus o glad, ken estlammus e oa.
Neuze e krogas an diskar, an distro, an hent da varmouz, pa ‘z eo ken gwir ez eo ar rezid ober, hag an denelezh labour diastal. O amezeion, an denion kefridiel, a dennas korvo ma emwanaent evit o flaouiañ evel loened ouez.

Setu int bremañ troc’het e daou damm, sentus d’o mistri a varmouzont en o arnevezelezh, a servijont feal, hag un tamm anezho a varmouz o mistri o marmouzañ ar marmouzelezh m’ o deus o c’haset, oc’h emvastañ gant an dismantr eus o denelezh, gant ar peñse mantrus o deus kenlabouret da gefleuniañ.
Disoñjet o deus m’ int bet denion. Troet o selloù davit an tremened e sellont ouzh glad o sioù evel o anien, disteroc’h dilesoc’h. Pilhoù o denelezh reuziet gant o mistri hag o digalon zo o dave. Pep hini a ya gant e c’harm diles, hiniennel, anvet gantañ lavar, klenket ennañ bruzun yezh ar vistri da arouezañ un arnevezelezh int divarrek da seveniñ drezo o-unan, tapet bommoù diganto da sevel ur vuhez evel pa vije. Bagad miled anistorek hep pal.

Nag ur ranngalon bezañ paket aze, er c’hraou-se, er gaoued-se, bac’het e-kreiz ur strolladig marmouzion zaoudroc’het a vev digudenn o arallegezh dindan dorn o mistri, leviet gant ar re eus o fared a ra o mad eus divizoù ar galloud arall war zigarez ur gadouriezh soutil, o kanañ gloar da yezh disleberet o hendadoù dindan ar sklaverezh.

Tec’hit ar frankizenn marmouzion !

Ra zeuy ar garm a vo ul lavar diles, a dorro ar gaou, ma tarzho un ober rezidek. Pegoulz e vo adskoulmet gant un hil Istor ? Pegoulz e c’hellimp eskemm muioc’h eget garmoù va breudeur ha c’hoarezed ken kaer ha ken c’hwek ?
Ne welit ket pegen laouen ha didrabas e kerzhomp davit ar marv ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.