marv n’eo ket feulster

feulsterVa sotonioù a gavo o lec’h e-kichen ar re a glever bemdez Doue.

A-zivout ar marv e klever a bep seurt da skouer.
Kement a dud lazhet, mac’hagnet, a weler war ar skrammoù ma teufe ar marv da vezañ un dra boutin… Sañset.

N’ eo ket ar marv a weler war ar skrammoù avat, ar feulster ne lavaran ket, tud o lazhañ tud all, pe dre rec’halloud pe dre zic’halloud.
N’ eo nemet eztaol ur mankoù kevredigezhel pounner.

Ne gav ket din e vefe bet ar vosenn meizet evel ur binijenn a-berzh Doue gant ar bobl. Doue ar bobl ne gastiz ket. Brokus eo, ha keflusker an denelezh. Un Doue an holl eo, un Doue laik a lavarfen, evit lakaat da fuloriñ ar re a hent ar bed gant o feulster.
Ya, kastiz Doue zo un arm goveliet gant ar re o deus ar galloud, eztaol o feulster, digarez d’ o feulster. Atoriñ a reont ar gravez. Uhelidi an iliz zo deuet buan da vezañ dibabet e metou uhelidi ar gevredigezh.

Ar Varn diwezhañ ne lavar ket e vezomp kastizet gant Doue evit an droug hon eus graet. Lavarout a ra o deus an uhelidi, dre goll ster o roll kevredigezhel, distrujet ar gevredigezh ha kaset an denelezh da get.
Gwariadur ar marv, korvoerezh ar marv gant an uhelidi evit diazezañ o galloud a den da dreiñ ar marv da feulster.
Lazhañ un den n’ eo ket degas dezhañ ar marv hogen laerezh digantañ e vuhez, laerezh un tamm bras a zenelezh diziouerus d’ an holl.
Ar renerion a nac’h d’ ar bobl he denelezh zo en orin ar feulster a emaotren dezho laerezh buhezioù dre lazhañ tud pe dre nac’h dezho o denelezh ez bev. Boulc’het o deus un hent arvarus.

Ar stuzegezh bobl a ro e lec’h d’ ar marv war ar pemdez ha n’ eo ket hepken pa ren ar vosenn. Ar marv zo mignon d’ ar vuhez.
An uhelidi a nac’h ar marv en hevelep giz ma nac’hont ar gevredigezh hag an denelezh.
N’ eus evito eskemm gallus ebet gant ar bobl. Dre an nerzh, dre ar feulster, e klaskont diverkañ barregezhioù Istor ar bobl a lakfe da splannañ an hent bac’h m’ emaint, distrujañ ar vuhez evit bezañ. Sotoni meurdezus !

An Dañs Bekabe zo derc’hennañ un adsavidigezh eus al liammoù kevredigezhel e-touez ar re vev, eus azginivelezh un denelezh distrujet gant ar begennoù aet da renerion dall ha diskiant.
Al livour a zerc’henn an Dañs Bekabe ne lavar ket setu penaos e vimp da zeiz ar varn diwezhañ, hogen setu penaos e tleomp bezañ en hon buhez, dorn ouzh dorn. Hon saviadoù n’ int nemet gwiskamantoù hon roll er gevredigezh, ha pep gwiskamant zo kaer evel ma ‘z eo kaer ha diziouerus roll pep den en tu all d’ an neuz, kevatal e koroll ar gevredigezh.

Ar Varn diwezhañ, pezh-c’hoari eus an 18t kd, embannet gant SKOL e 1998.
Dañs Bekabe e chapel Kermaria an Iskuit e Plouha

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.