matezh ar bed

rozUr vatezh. Ur savadur cheuc’h eus ar 16vet ranngêr e Paris, na cheuc’h.
Emgav hor boa kemeret en he ranndi, ur gambrig dindan an doenn. Ret e oa treuziñ ar gwele evit mont, pignet war ur skaoñ, da zigeriñ al lomber skoachet el lein a ginnige ur oablenn c’hlas bihanoc’h eget ur vouchouer. Un dar bihan a oa ouzh ar voger, un tamm armel voger. Ar privezioù a oa en trepas. Boutin e oa d’ an holl vatezhed deuet a bep korn eus ar bed da servijout tiegezhioù ar savadur cheuc’h. Chom a raent en hevelep kambrouigoù o skeiñ war an hevelep trepas.
He fatromed a bellgomze dezhi p’o doa ezhomm d’ ober war-dro o bugale.
Aet e oamp da zebriñ gant ur vignonez dezhi a heulie an hevelep stummadur pa zebre boas diwar restachoù pred ar vugale a evezhie.

Ne oa nemet un nebeut bloavezhioù ‘zo.
Hi a oa laouen gant an aozioù. Tro a roe dezhi da gaout ul lojeiz e Paris, un nebeut boued pemdeziek, ha da ren he studioù. Yaouank e oa, kaer, disoursi.

An amzer a dro. Ken kaer, yaouank ha disoursi eo bepred. Dimezet eo bet gant un diplomat, amzer d’ober tro ar bed, da gaout daou vugel kaer a zo bras bremañ.
Miret he deus an neuz hag an doare buhezañ ledan ha seder a ra anezhi un den kaer, a vroud gwarizi ar re o kiañ da virout pizh un danvez teusk o deus bet da hêrezh pe diwar o c’hwez.
Hi, n’ he deus netra dezhi.
Ur rouanez eo, ur rouanez a ren war gened ar bed.
Ra bado he rouantelezh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.