me eo

me eoEmsav, emzao ? Setu ar gudenn nemeti a zo barrek tud ‘zo da stignañ a-zivout ar ger-se.
Emeur penn-da-benn en anistor.

Kervarker ha Roparz Hemon n’o deus ket adkemeret ar pezh a oa evit e virout. N’o deus ket askenderc’het.
Dastumet o deus pinvidigezhioù ar yezh hag al lennegezh pobl ha graet un hontkenderc’hañ.
An hontkenderc’hañ a yae a-unan gant ur reizhiad labour, ur framm.
Diemouez e oa an oberourion ouzh ar pouez a oa gant ar reizhiad-se hag ouzh ar pezh a oa dibar en o labour. Chom a rae sturiet daoust dezho gant an elfennoù bezant er vro, ar vrogarouriezh hag ar yezhkarouriezh. Alese ar mennoz e oa ret diorren istor pe yezh ar vro evit ma vefe eus ur vroad.
Reuzeudigezh ar vrezhoned a zeue, sañset, eus un diouer a vroad pe a yezh perzhek.

Gaou e oa. Gwalleur ar vrezhoned a oa eztaol o saviad anistorek, andenel. An dibarelezh lec’hel a zeuy da vezañ breizhek en 19vet kantved a oa amparet gant azonoù ur bobl er-maez eus an Istor. Gwir e oa kement-se evit lod brasañ poblañsoù ar maezioù e Frañs dre berzh ar greanteladur.

Evit tud ‘zo, an trivli breizhek eskoret eus saviad diaesaus Breizhiz a vije un ijinadenn c’hlan eus ar mouvement breton gourlakaet d’ar boblañs. Kement-se zo reiñ d’un dornad difreterion ur pouez n’o deus bet morse. Souezhusoc’h c’hoazh, an dud a zifenn seurt savboent a zifenn ivez furmoù lec’hel devoudet gant reuzioù ar greanteladur evel kenderc’hadoù breizhek pur e-giz ar ger emsav skrivet emzao

Mar lennfe an dud-se brezhoneg e c’hellfent mont da deurel ur sell war al labour dezrannañ embannet gant ar c’helaouennoù Emsav ha Preder da skouer. Kalz donoc’h eget pezh a skrivan eo.

Ar framm amparet en-dro da ESB a skoulm gant hil al labourioù renet gant Kervarker ha Gwalarn. Dilec’hiañ a reont ar gaou. N’eo ket mui an Istor, ar Yezh, hogen ar frammoù stadel a ra diouer d’ar vrezhoned.
Pezh a vo yael hag emsavel avat eo ar framm labour pinvidik ha liesseurt a vo lakaet da vont en-dro. E-barzh eo mesket tud liesseurt. An amkan politikel a gas an dud da gejañ gant ar boblañs ha da studiañ an istor, an armerzh, ar politikouriezh
Emouezet e vo ouzh ar gaou ha dezrannet e roll krouus. Diforc’hekaet e vo an emsavelezh diouzh ar mouvement. Lec’hiet e vo an emsav brezhon en istor an denelezh. Ar vrogarouriezh, ar yezhkarouriezh, ar stadelouriezh zo trehontet.

Diaes eo avat kuitaat goudor an elfennoù-se ha kenderc’hel gant an hent. Ne zivizer ket bezañ emsav. N’eus nemet ar c’hazh a c’hell hep farsal lavarout me eo. Un hent diaes ha diglet eo, un ober hep termen. Ken drastus eo bet an dezrannoù evit an dud ma vo dilezet ar framm labour.

Dre ma ne oa ket mui eus ar framm evit paotaat an eskemmoù, liesaat an dezrannoù lakaat da genlabourat tud liesseurt, eo distro buan gevier ar yaouankiz, brogarouriezh, yezhkarouriezh, lennegezhkarouriezh… Pep hini zo laouen gant ar pezh a ra ha nac’h a ra, gant gwir abeg p’emañ al labour hiniennel, nep dezrann war e labour, nep eskemm a savfe goulennoù war e labour. Aet da get an emsavelezh ne chom nemet ar mouvement breton a ya war vruzunañ ha war gendeuziñ gant ar stuzegezh trec’h. N’eo mui nemet ul luskad rannvroelour gall a ren arc’hadurioù na zegasont netra nevez er bed.

Emsav pe emzao, nag ur farsadenn anistorek ! Pelec’h emañ al labour da brederiañ war betra eo an emsav, petra eo an Istor, ha petra eo ur yezh hiziv ?

Hep emsav ez a an denelezh da get, Breizh ha Frañs e-barzh evel-just hag an holl dud mav un tamm anezho evel ma lavarfe ar c’hazh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.