Mercedes Benz

Mercedes-BenzAzezennoù ler ruz ur Mercedes gwenn distoen, gwisket gant ur roched hag ur bragoù lien fin gwenn, ur gouriz ler ruz ha botoù gwenn disaotr. An hent hir-hir e disheol ar goadeg. Netra nemet fraoñvadeg disi ha flour ar c’heflusker, chourikal ar rodoù war an hent… En amen pep hini bezañ pell diouzh trepetoù ur vuhez dismantret gant boued dister, labour paour, flaer ar gourstalioù, bezañ estreget skeud en ur yoc’had a dud korvoet betek en o huñvreoù.

Ouzh ar voger e sked neon ar Carioca cafés, war an daol tasenn wenn ar c’hafe du ha tomm, distaliet al listri gant ar plac’h he mousc’hoarzh ledan.
Sioul ar pred.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.