Kudennek eo e klaskfe an holl bolitikourion arverañ marv un den evit kas war-raok o arc’hadurioù.
An deiz all e oa ur patrom hag hiziv eo ur paotr yaouank.
Diouzh un tu ez arverer ar c’helan evit brudañ un embregerezh etrevroadel ha doareoù ar stuzegezh ren ha diouzh un tu all eo arveret evit brudañ ur stourm renet gant strolladoù trevvaelour.
Dezrann ebet.
Marv unan a dalvez da gadarnaat ar stuzegezh ren, marv an all da gadarnaat ar stourm a-enep ur stankell.
Ret eo bezañ un tamm beulke evit degemer seurt prezegennoù heugus ha dister a zo danvez pemdeziek ar mediaoù.
Feuls eo ar Stad, spontelour zoken. Setu ar pezh a vefe da zezrannañ. Evit dezrannañ avat e vefe ret loc’hañ eus un diaz, mont gant un tamm kealiadurezh bennak. Padal an dud ne ersavont nemet da vrudañ al lizheradur o deus d’ hon gwerzhañ. Ne glaskont ket donaat an darvoudoù hogen o c’horvoiñ. Souezh ebet o defe prezegennoù dister ha diwar-c’horre.
Feulster ar Stad a vefe da zezrannañ, e roll er c’hevredigezhioù kempred. Padal ar pezh a ra ar reuzidi eo prosezioù etre un hinienn gloazet hag un den gopret gant ar Stad a lakae da dalvezout kemennoù e uc’hurzhied. Pellaat a reer eus tachenn ar bolitikerezh, ar gevredigezh.
An dud a ya da ziskelañ nemet evit bezañ klevet ha n’eo ket evit sevel un hent kevredigezhel all. N’ o deus da amkan nemet ur meni kletadurezh evit an holl, danvezel, kefredel, eurvad ar saviad graet dezho gant ar gevredigezh veveziñ.
An dud lazhet ne dalvezont nemet da skor da luganoù klouar tud a zo dister daoust d’an atebegezhioù o deus sammet er framm stadel.
Er c’hevredigezhioù kornogat n’emañ ket ar Stad ur benveg etre daouarn ar werin hogen etre daouarn dalc’herion ar stuzegezh ren. Arc’hañ digant ar Stad zo neuze kement a zilezel e c’halloud, dilezel e varregezhioù krouiñ, prederiañ, pe kaeraat ar bed.
Ar sotonioù dibunet war an tomm da heul an daou wallzarvoud-se a oa keuzus o c’hlevout.
N’eo nemet un azon eus disterded ar gevredigezh ma vevomp, e zibolitikadur.
Daranverezh n’eo ket politikerezh, n’eo nemet unan eus binvioù ar gevredigezh veveziñ.
Kudenn ebet, ar Stad a gendalc’ho gant e feulster hag ar werin dic’halloud a gendalc’ho d’ emvataat gant taolioù daranverezh na c’hellont nemet lakaat en arvar mui-ouzh-mui buhezioù tud a ersavo taer ouzh taer en o dic’halloud war forzh peseurt digarez.
Ur bed all zo da sevel, poent e vefe kregiñ gant al labour ha paouez da aberzhiñ buhezioù prizius tud na c’houlennent nemet bevañ.
Emsavioù a vo kavet e pep lec’h er bed sur, zoken e Breizh. Traoù kaer ha pinvidikaus d’an denelezh zo eskoret e Breizh. Evit ar pred avat an Emsav brezhon zo ken ezvezant ma red ar boblañs war-lec’h c’hoarielloù evel adframmadur ranndirioù Frañs, evezhiet gant breizhkarourion a gred e lusko divizoù ar Stad c’hall al labour politikaat n’ int ket barrek d’ober keit ma remziadont e yoc’h ar vevezerion.