Ra vo meulet Doue evit ar pezh n’ en deus ket graet, mousc’hoarzh ar plac’h he lagad birvidik, kelc’hioù nijadenn ar c’hwibon en oabl ur valeadenn, bleunioù nevez ar sitrouilhez bep beure en ur morad glasvez, kement darvoud eskoret eus hon selloù war ar bed, hon gwezhiañ, dargouezhioù pinvidikaus. Ra vo meulet Doue a vezañ lezet ganimp, tud vunut, ul lec’h ken bras er c’hrouiñ.