Ar c’hi a sav e bav hag a fich e lost.
N’eo ket gwall ziaes e vicher.
N’eo ket skarzhet eus e baner gant son un dihuner,
N’en deus ket d’ ober war-dro al liorzh,
N’en deus ket da ziskar ur voger,
N’en deus ket ezhomm da redek dastum e vugale,
N’en deus ket da gempenn e di,
N’en deus ket da brientiñ boued,
N’en deus ket d’ober gant pellgomzadennoù diziwezh,
N’en deus ket da gavout amzer evit emgavioù,
N’en deus ket da reiñ e ali war,
N’en deus ket da reiñ e ali war ?
N’en deus ket da reiñ e ali war…
Emañ unan bennak o roc’hal spontus ?
Me an hini eo.