Degemeret ’m eus ur valad digant ur vediaoueg a zivout un diskouezadeg «Clichés en tous genres – homme, femme, autre»
Soñjal a ran ez eus anv aze eus minorelezhioù, ha minorelezhioù oberiant, gant an aozerion, ha ma vo anv eus oberennoù kalz digoroc’h hag hollveziadeloc’h, e vo sachet an traoù war dachenn ar vinorelezhioù ha n’ eo ket war dachenn an hollveziadelezh.
Difenn ar minorelezhioù ? Ya met pere ha penaos ? Hag ez int minorelezhioù pe vrientinion ?
Hag ez eus anv da grouiñ ur bed kaeroc’h pe hag ez eus anv da arc’hañ evit bezañ degemeret e-kichen ar minorelezhioù brientek a ren war ar seurt bed divalav ma vevomp ?
Divalav eo evidon hogen dedennus meurbet evit un niver mat a vinorelezhioù.
Hag e ren an difreterion vreizhek un obererezh dieubus evit an denelezh, pe ha ne reont nemet arc’hañ evit ma ve o dibarderioù degemeret gant ar vrientinion ?
Pa niñv Brezhoned, pe Heñvelreviaded, pe Yuzevion evit pinvidikaat an denelezh en em gavan en o c’hichen. Padal pa glaskont terkañ un tiriad, ur bastel eus ar galloud da verañ ar bed evel m’emañ, dorn ouzh dorn gant ar minorelezhioù vrientinel a ver ar bed, e teuont da vezañ ken noazus hag an holl vinorelezhioù o deus renet war ar bed en anv o brientoù. Dre hennad, dre orinoù gwengelel (gouenn, orin doueel, spered dreist…), e ren ar minorelezhioù brientek hag ar minorelezhioù oberiant a suj outo evel m’ en em lakae an dudjentil e gwazoniezh un Aotrou a-berzh Doue.
Ne glaskan ket gourlakaat ouzh an dud va arver eus ar brezhoneg. Ne arc’han ket a-enep an dispriz lakaet war dud va metou, ar milmilion a dud-se er bed direnet d’o labour hepmuiken. Ne glaskan ket ul lochenn ma vo tro da vrezhonegañ pe da baboriñ e peoc’h dindan gwarez ar vrientinion ?
An holl dud a glask tostaat ouzh ar minorelezhioù brientek o ren war ar bed zo tonket da gemplegañ d’o stuzegezh drastus evit an denelezh, drastus evit ar minorelezhioù oberiant o-unan.
En hevelep mediaoueg ma reer an diskouezadeg er mare-mañ on bet da gemer perzh en ur veilhadeg. En emvodoù da brientiñ al labour em eus bet tro da gomz a-zivout ur marvailh a oa bet kalfichet gant ur sorbiennour. Ne zalc’he ket kont an den eus danvez ar sorbienn. Ur sonerez a son en ur stroll festoù-noz a abegas din e c’heller ober pezh a garer peogwir eo hengounel… Mo’ se ’mañ an hengoun.
Penaos e c’hell an dud-se kaout ur seurt dispriz ouzh ur stuzegezh pobl ?
Hekleviñ a ra ouzh respont ur sorbiennourez all a zisplegen dezhi e oa ar sorbienn a ginnige deuet d’un diduamant dister pa oa en he orin ur sorbienn afrikat pinvidik e zanvez : n’eus ket a aozerion d’ ar marvailhoù neuze e c’heller ober pezh a garer ganto a lavare hi, hep selaou pezh a lavaren.
Evit gwir ne ra an dud se nemet plegañ d’ ar vrientinion o tilezel danvez an oberennoù a bleustront, treveziñ ur stuzegezh arall ha disprizout un arz andoniek evit degemer ar furmoù arzel disleberet pasket dezho.
Pezh a hetan n’ eo ket bodañ tud eveldon da zifenn gwirioù na ’m eus ket, pe mont e barlenn ar re na anavezont din gwir ebet, hogen digeriñ d’ ar bed.
An dud a ra o boued eus ar stuzegezh pobl n’o deus da stur nemet o lazioù hag o flijadur. Ne veizont ket an oberennoù evel arz, evel stuzegezh, pe neuze e veizfent eo bet savet an sorbiennoù-se gant tud, arzourion a viliadoù dre ar bed, peadra da vezañ doujus, uvel, ha da gaout c’hoant da c’houzout muioc’h.
Renerezh ur vediaoueg all a lavare din e veze degemeret ar stuzegezh pobl ha skoaziadennet gant emframmoù tiriadel Frañs. Evit gwir e komze eus ur gevredad a ginnige sonerezhioù a orin poblek advalet gant an arz ensavadurel, skarzhet eus o danvez pobl a oa re lous emichañs evit bezañ degemeret er stuzegezh ren.
Ar minolerezhioù ne zeuont da vezañ dañjerus nemet p’ o deus ar galloud politikel hag armerzhel, evel Stad Israel a c’hell lazhañ izili eus ar boblañs palestinat, evel ma vefe konikled, war diriad ar pezh a zo bet goulezet dezhi eus he bro. E Siria e lazher poblañsoù a-bezh… Pep hini eus ar galloudoù-se a lavar ober un enepstourm kenfeur d’ an dagadenn (riposte proportionnée) !
N’eo ket kempar d’ar saviadoù pe d’ an darvoudoù avat, hogen d’ an aon a zo hini ar minorelezhioù brientek. Ur wech kemeret ar galloud e chomont minorelezhioù pezh a ro neuze da gompren o feulster. Bresk eo o galloud dirak ar yoc’hoù a vennont mestroniañ ha prest int da lazhañ evit mirout o brientoù.
E Frañs, en un doare hengounel e kas ar Stad e soudarded a viliadoù da zilojañ un dornad paour kaezh tud evit diskouez e gigennoù, ha reiñ d’ an holl dud dizesk meret gant ar Stad da c’houzout piv eo ar Mestr.
Lu ha mantrus eo lazhañ ha mac’hagnañ tud, pe kemer ar riskl d’ ober, evit ken nebeut.
Al loened ne gredont ket ober kement kenetrezo. N’ eus nemet an denion a ver an dud hag ar chatal evel-se.
Gwell pukañ d’ ar bed eget difenn brientoù. An doare nemetañ eo da vezañ denion diles.
Perzhiañ er bed a-gevret gant tud n’o deus da stur nemet o brientoù, plegañ dezho war zigarez ober berzh, zo kenkoulz ha ledañ er yoc’hoù o c’healiadurezh vrientinion, kreñvaat o galloud ha kenduiñ gant o leviadurezh a vac’h ar yoc’hoù e tachennoù strishoc’h strishañ eus ar gedvuhez.
Ne hañvalomp ket tostaat ouzh un araokadenn vras diouzh an darvoudoù c’hoarvezet en deizioù-mañ. Dispis a-walc’h ez hañval bezañ meneg ar minorelezhioù.
Kammedoù bihan zo bepred mat d’ober avat, paneve nemet pellaat diouzh ar minorelezhioù ren e pep keñver.