moger

koumoul 1o saflikañ e fank ar glac’har, beuzet er yoc’h.
treiñ eeun ouzh ar voger,
uhel, divent, disi.
klask ar garan, ar faout, ar frailh,
emsilañ,
berad ha berad gounit tachenn.
ne vern ket an trevell, ne vern ket dont a benn.
reoù all a gemer penn an hent
douget gant an diougan,
kreñv gant o dianav,
a nac’h ar beziadoù,
a nac’h bezañ chatal
tud dianav, dianv,
da sinañ an aner gant o c’horfoù.
frailhañ a ra ar voger,
tarzhañ, kouezhañ en e foull,
skleur an heol a splann war-lerc’h teñvalijenn,
enaouet eo tan er spered morgousket,
meurdez ar gwez a darzh,
flouradenn un avel sin a ziskenn, mel d’ ar c’horfoù mac’hagnet.
splann eo ar vuhez.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.