Monstre sacré, titl orin : National Treasure, erbarad Jack Thorne, kenwerc’hañ Marc Munde, 3 eur 12 min, film skingaset e 4 rann, Breizh-Veur (2016)
Iskisat dibaboù. Ober eus prosez un den a galite un abadenn lipet cheuc’h, un handerc’had a sell ouzh ar vuhez evel ouzh ur film, un handerc’had daouel.
Troc’het eo bet al liammoù gant ar vuhez evit ober un displegadenn war begen diaes eo evit ur den brudet bezañ tamallet dezhañ bezañ gwallet merc’hed.
War zigarez ar skrij eo graet pezh a c’hoarvez en ur bern handerc’hadoù en amzerioù-mañ eleze lezel an arvesterion en entremar.
E lec’h dibuniñ darvoudoù un istor eus an derou betek an dibenn e roer skeudennoù lipet eus pezh a zo c’hoarvezet hag eus soñjoù an tudennoù evel ma vefent c’hoarvezet…
Aes eo neuze d’ an arvester chom pell eus an darvoudoù diskouezet ha kenduañ gant ar benndudenn digudenn ma ne wel ket an arverkoù, a zo peuz diwelus en abeg da furm ar film.
Ar gwaller zo un dremmour lorber, azeulet, an darvoudoù zo un arvest en arvest hag ar film un handerc’had da ziskouez ampartiz an aozerion war o micher sevel skeudennoù.
Chomet eo an aozerion er-maez eus an darvoudoù un tammig evel oc’h ober stadegoù, pe ur renabl eus darvoudoù gwirion o klotañ gant dodenn ar film. Ne gav ket din e vefe spirus d’ un handerc’hañ pinvidik ha digor.
Deurus eo seurt kalvezerezh emichañs, ha pleustret eo kalzik abaoe pell, hogen displijus eo evidon, evel kalvezerezh ar fals roudoù, evel ma lavar ur mignon din, a zo ur c’halvezerezh boaz er filmoù polis. Paotaat a reont ivez er seurt filmoù skingaset e tammoù. Un doare da zerc’hel an arvester betek an dibenn, diwar goust an danvez avat. C’hoari brount.
Amañ e tiskouez mat ar filmaozer bezañ arzour a-vicher. Labour mistri eo ar skeudennoù hag ar sonerezh.
An istor avat n’eo nemet un digarez da sevel un oberenn.
N’ en deus ket an aozer kontet dimp un istor hogen meret danvez en un doare brizhergorek. Kalz re vrav eo skeudennet ar bennduden avat ha livet kalz re verr ha reuzeudik ar merc’hed a zo en orin ar prosez evit ma vefe ergoregezh en oberenn.
Talvezout a ra ar boan sellout outañ, paneve nemet evit ar livioù glas-gwer-ruz-teñval hag ar benndudenn, an haroz, ken skedus ha ken denek.