mor uz mein Publié le 20/02/2018 par Yann-Ber Gant an amzer e vez uzet ar vein gant ar mor. Kanañ ha luskellañ a ra ha diverkañ diouzh o c’horre kement a zo lemm. Kalet e chom o c’halon avat. Uzet omp ivez gant an amzer a dro, disec’het hon c’hroc’hen. Hon c’halon avat a chom flour.