Ar chas a harzh a bell da bell, rouzmouzat a ra milin ar skaoterez.
N’ emaon netra er barrez, n’ emaon netra er bed.
An dinaz vlot zo bet adkaset, distumm, diyoul, mennet d’ober, d’ober petra, da vont da belec’h, ober ra gendalc’ho ar gumun, gant an hevelep tud, argaset tud nevez, dre youl, dre un diouer a stlenn, skarzhet nep labour n’ eo ket bet kinniget gant izili blot a-youl vat ar c’huzul, jentil hogen laban, kezeg labour hogen sodellek, o lojañ, dindan gourdrouz ar c’heodedoù bras, ar reñverad peorion argaset eus an tolpadoù a vourr ganto ar renkadoù etre, kamp-bac’h e-kreiz ar maezioù, diezhomm an orjal dreinek, diezhomm ar c’hon, tec’hout zo aner, evit mont da belec’h, adkavout da heul kilometradoù ar c’heodedoù ma ren begennoù ripik, tort ha kamm o spered sioc’han.
Douaret on aze suroc’h eget er bez, dalc’herion ar galloud a babor en o aez, ezhomm ebet dezho bezañ strakus, ezhomm ebet eus ar feulster, p’ o deus gwisket warnomp pouez o disterded ken ma hañval nep ger divlaz ur barzhoneg.
Chaous warno, an euzhtud-se o deus gounezet ar brezel. Tasmantoù galloudus roueed hollveliek, sunerion wad o deus hon pistriet, disleberet hon youl, graet ac’hanomp loened vil ha direbech, tud jentil ha sentus a vil vern, o deus ganet d’o zro difreterion ar sul, yaouankizoù ganet marv o deus da wad liñvadennoù ar mediaoù dister ha mevel.
Beuzet an denelezh, meret ar chatal e pradeier ar maezioù, pep hini e chas ouzh e evezhiañ.
Klevout a reer mat a bell da bell o harzhadennoù a gas diastal ar c’heloù, salv ez out loen e vesaer a ziviz evitañ petra zo mat, petra zo fall, e’ z kamp e kreiz ar strouezh e steuzio da youl da vat, bez dichal.
Ha klet n’eo ket selaou aze rouzmouzerezh ar skaoterez keit ma ‘z a ar bed en e boull ?