mousc’hoarzh

Mousc’hoarzh he foltred eured a zeu c’hoazh ganti a-wechoù.
Petra a dalvez he mousc’hoarzh ?
Ha bremañ eo aesoc’h din kompren ?

Va flijadur eo, bezañ tamm eus an daou-se laouen a vezañ,
hag an draig-se, kevrinus, e korn muzelloù gwreg ar poltred.
N’ eo ket tristidigezh ? N’ eo ket c’hwervoni ?
Ur goulenn e vefe ? ha va buhez eo ? Ha va buhez e vo ?

Mirout an traoùigoù plijus ? 
Hag an displijusañ ? Buhez eo ivez.
Hag e ouzon-me buhezañ an displijusañ ?

Gortoz, gortoz zo hir a-wechoù.
Ha koulskoude e c’hell ivez bezañ plijadur.
Kemer amzer da sellout ouzh an dud a dremen tizh bras,
war-lerc’h un amzer a hañval ken prizius dezho.
Petra a chomo war o lerc’h ? Huanadig ha traken ?

Chom sioul, seder.
Tarzhet an arnev e ra glav pilh.

Ober gant korf-eskern ur yezh da vezañ, pe ur yezh c’hwitet ?
N’ eus ket da c’houzout, nemet buhezañ e blijadur.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.