Ur wech skarzhet maloù va boest war an urzhiataer e teu ar frazenn verr : vous n’avez aucun mail. Aucun mal ? Dispar ! Mat da c’houzout !
En ur bed ma reuz kleñvedoù a bep seurt etre kankr ha D.G.E. en ur dremen dre an haza… Roll ar re a gouezh dindan morzhol an ankoù tro dro d’ an unan o vont war goshaat a zeu da vezañ hiroc’h-hirañ, ha n’ eo ket ar re goshañ a dremen er bed all ar re gentañ, ha niver ar re steuziet en natur un hir a amzer a-raok bezañ skoet gant ar morzhol a gresk ivez.
Evit lod ne ra ket diouer. Evit lod all eo bet pinvidikaet ar vuhez gant ar gejadenn. Trawalc’h gant un nebeut eilennoù pinvidik-mor a-wechoù. Gwechoù all eo bet bloavezhiadoù dudius.
Evit ul lod bihan ez eus blaz an diouer, un islonk, ul labour n’ eo ket bet kaset da benn, goulennoù forc’het.
Ha setu an ankoù o tont madelezhus :
– Asa paotr, poent diskuizhañ er bed all.
– Va digarezit, n’ eo ket echu ganin diskuizhañ er bed-mañ, ha kalz tud a chom ganin da welout, da zaremprediñ, evit va gwellañ plijadur.
Vous n’ avez aucun mail…
Neuze kendalc’homp ha lezomp pep hini gant e blijadur.