navout

navout

Ur bugel laouen on bet
gant kalz a vignoned
buan e teuas an aon avat
enkrez ar salioù skol
ma oa ret bezañ evel ar re all
daveiñ d’ ur patrom
plegañ d’ ar stumm lakaet
bezañ ur paotr mat
labourat evit labourat
mojenn
bed handerc’hat gwarded an urzh o flotantenn louet
tud boutin
a gastize
a zasparzhe medalennoù
an hañvalout
an talvezout.
Perak
da belec’h ?
Aon rediet
tevel war e blijadur
rak ul liv
rak diougan freskijenn un diskar amzer.
Evel da dad e vi
da labour a roi
ma ne rez ket
diwall.
Bloavezhioù laeret
c’hoazh
ha c’hoazh.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.