Nedeleg

Deuet e oa.
Edo en hon touez, douget war-bouez neudennoù tener ar vuhez a chome gantañ.
An den, ar c’har.
E holl zenelezh o skediñ, e sell war ar bed, ar direizhderioù a buke outo, ar plijadurioù a oa e re.
Ar c’haozioù a yae endro d’ar meuzioù kinniget war an daol. Flemmus, c’hoarzhus, brokus, tener. Aet e oa betek penn an nozvezh. Diviet e gorf diskarn.
Neuz un ozhac’h-meur gantañ, eñ mab an tiad, krignet ez bev gant an droug skoachet ennañ, kleñved treitour.
Evit ur gwel e oa trec’h ar beved d’ar vuhez. Kaset e oa davit un dibenn na oamp ket barrek da ijinañ, da rakwelout.
Dre ar c’heloù bet kaset dimp, edomp engortoz d’ an tonkad dibleg. Denion edomp avat, hag hon denelezh ne c’halle ket e zioueriñ.

Distroet eo pep hini d’e gorn-bro war-lerc’h pokoù, briata, gerioù tener ha kalonekaus.

Tarzhañ a reas ar c’heloù mantrus.
Aet omp endro gant an hentoù, gwenn ar gwez hag ar brousgwez, al lusenn alaouret gant an heol dindan bolz an oabl glas lintrus.
Yenion ar goañv, yenion al lec’h goullo ouzh taol ar vuhez.
Uzet e nerzh diwezhañ da zont d’ hon c’hevarc’hiñ e oa, distro d’ar gêr, aet dre e gousk.
Ranngalon.

Heol ar goañv a bare war ar vered vihan en izel d’ ar gêriadenn war dorr ar menez, lost-ha-lost e tiskenne eus ar vourc’h e vignoned niverus davit ar beziadur.
Bleunioù flamm e-leizh, un nebeut gerioù a-berzh mignoned tramor, kensonadeg rock ‘n’ roll ar sonerion dispar aet da anaon a-hed ar bloavezh.
Aridennad ar vignoned o pignat davit sal ar gumun. Rock ‘n’ roll bepred, banneoù da lipat, gwestell graet gant pep hini, bleunioù, ur voger skeudennoù a-berzh mignoned, an tiegezh, tud ar vro, hag ar re-se deuet eveltañ e digenvez ar menezioù da ren o buhez, sevel oberennoù uvel, dimeziñ, desevel bugale a-hed ar pergont vloaz tremen, kaset gant ar vuhez gant o spi en un dazont skedus a oa deuet da wir er vro-se.

Ar c’horf a chomfe hiviziken digenvez er vered, an den o chom bev ganimp-holl da viken.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.