netra !

gwezennPa vin marv, e korn ur park,
Loened, laboused ha preñved o tebriñ va c’helan,
Neuze, kompez, e c’hellin soñjal er vuhez,
Pezh a chomo eus ar stourmoù,
Aner,
Taer…
Netra !

Ne chomo nemet ul lutig, ar prantadoù-se ma ne ra daou nemet unan,
Kendeuzet en ur pred, saour ar mel gouez, blivded an dour boull,
Nemet ur genou, un teod, ur rev, ur c’horf,
Steuziadur ar c’hig ken boutin en hollved,
Kuñvded an unkroc’hen evit an holl grouadurioù,
Un den en holl d’ an holl.

Ar pradeier kuzhet dindan un dour-beuz,
Melezour diroufenn ma tifoup geotennoù tener,
Glas ha digenvez,
Dindan flouradenn aouroù gwenn ar c’huzh-heol,
Teuziñ hag emledañ diziwezh ar c’horfoù,
Didrouz,
Steuziet an hiniennoù pinvidik ha brokus,
Kement ober zo aner,
Tarzh al livioù, soutil, er-maez krap ar spered,
Endalc’het en ur pred an amzerelezhioù diflipet o zalm,
Ar furmoù lies, bev, kemmus, dispis.
Kened.

Bezañ an denelezh,
Mezevellet.

Bevañ.

Mervel.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.