Roudennoù douar glep ar stlejerioù a bep tu d’ ul letonenn a sank dindan gwezh dizelioù an div c’harzh.
Gwagennoù berr filiped a dreuz an hent strizh a bign.
Ar vilin gozh a sav sonn ouzh an oabl digoumoul.
Fresk an amzer.
Brini direnket a daol o c’hri er gwez war vevenn ar park.
Kreskiñ a ra an ed, berr evit ar pred, ha glas un estlamm.
Tiez bihan ur gêriadenn war dorr Talar Breizh a spurmanter en tu all d’ul linenn gwezh louet.
Ur vuoc’h a vlej a-bell.
Ur c’hi a harzh ur respont tu bennak e porzh un ti-feurm.
Un ti-feurm ? Nage !
Unan eus chas al lodennaoueg nevez annezet eo.
Unan eus al lodennaouegoù a c’hronn ar gêriadenn aet da vannlev ar c’hêrioù bras.
Ne vern, n’eo ket pell an nevezamzer.