nijadenn ar gerc’heiz

nijadenn-ar-gerc'heiz

 

 

 

 

 

Dalc’het eo va evezh gant nijadenn ur gerc’heiz
va sell a stag outi
gorrek ez a
stank an aer dindan he divaskell
he gouzoug a vomm he hent
sioul ez an gant hent bihan kammigellek ar geunioù
beuzet en un deliaoueg alaouret didorr en e daou du
eus an nijadenn a dreuz an oabl e teu din freskijenn an aer
douster ar gweled er vrumenn
tav an denion yen o izili en em gafunet en o ziez a sav diouto mogedigoù a lec’h da lec’h
dre ma ‘z a e tispak nijadenn espar al labous meur un egor divent
ma ne vezan me nemet ur pik dister ha laouen.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.