ne gemerin ket ken hent ar skol

ed– N’ in ket mui d’ar skol, mamm.
– Perak va mab ? Mat eo ar skol.
– N’eo ket mamm.
– Penaos ? Deskiñ a rez ur bern traoù mat, mignoned ‘c’h eus.
– N’eo ket mat ar pezh a gelenner din. Diouzh o selaou, n’eus ket ac’hanoc’h mamm, n’eus ket eus tadig. Kement tra hoc’h eus graet eus ho puhez ne dalvez mann.
Ne vin sellet evel kelennet nemet pa ‘m bo diverket kement tra hoc’h eus degaset din.
– N’eo ket gwir, deskiñ a ri peadra da gaout ul labour mat, gwelloc’h eget an hini hon eus bet ni.
– Mat eo ho labour, diziouerus d’an dud a vev en-dro dimp.
– Ne zegas ket arc’hant a-walc’h d’ober pezh a blijfe dimp ober ha da reiñ deoc’h bugale ar pezh a fellfe dimp reiñ.
– Kalz hoc’h eus roet dimp mamm. Morse n’ hoc’h eus lezet un den eus ar c’harter bezañ en diezhomm. Rannet hoc’h eus ganimp ha ganto an nebeut ho poa. Bennozh deoc’h ne ‘m eus ket mezh a vezañ un den. Ne oac’h ket den da lavarout da Loeizig e oa ret dezhañ paouez a lipat e vanne da c’hortoz ur skoazell bennak evit e vugale.
Desket hoc’h eus din edon un den. Er skol e kelenner din sentiñ, d’ ober traoù, ha drouk e vefent, da vezañ dellezek da ren war an dud all.
Gopret e vezer diouzh ma senter d’an urzh nemeti a zo war ar bed.
– Treuzkomprenet ‘c’h eus va mab. Deskiñ a reer dit bezañ stuziet ha kaout gopr da stuziadur. Ne vo ket berzet ouzhit kenderc’hel gant an traoù mat ‘c’h eus desket ganimp.
Ne venegont ket hon istor peogwir eo un dra anat. Deskiñ a rez traoù a zo mat daoust d’ ar furmoù a zo iskis evidout.
Ha mignoned ‘c’h eus ouzhpenn.
– N’eo ket ar furmoù a zo iskis, hogen ar pezh a c’houlenner diganin ober. Diaes eo kaout mignoned pa vez kelennet e rank pep hini stourm evitañ e unan ha flastrañ ar re all d’emziskouez evel an hini gwellañ, an hini dellezek a gemer ar plas mat a-us da vagad an dud dister ha boutin eveldoc’h da vezañ merzhet gant ar mestr, da vont er skolioù miret d’ar re heverkañ.
Bagad an dud dister omp mamm, evit an dud-se.
Jentil int, hogen droch, dall, ha pizh.
– Ret eo mont d’ar skol, mab. Deskiñ a ri penaos emañ ar bed.
– Mamm, ne rin ket. Eus al lec’h m’emaomp e welan mat tre ar bed. Me c’hell lavarout deoc’h pezh a welan, ha ne ‘m eus c’hoant ebet da welout ar bed gant daoulagad n’ int ket va re.
Mirout a reont ouzhimp a lavarout ar pezh a welomp diouzh al lec’h m’emaomp. O skol zo graet evit diverkañ hon selloù, evit kuzhat an droug a reont d’ar bed, evit moumounañ o c’houstiañs vat.
Kletoc’h e vo ma buhez mar sentan, marteze. Padal e vin eveldoc’h diverket eus o bed, diverket eus ar bed.
Mamm, un istor hon eus. Denion omp. Arabat dimp asantiñ bezañ o chatal.
Trugarez evit ar pezh hoc’h eus roet din mamm, trugarez da vezañ desket din e c’haller bezañ un den daoust d’ar pezh ha laeront diganimp. Dister eo.
Pezh a chom ganimp zo un teñzor n’o devo morse. An teñzor-se zo va c’helennadurezh.
N’ in ket mui d’ar skol, mamm.
Trugarez.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.