E pelec’h emaoc’h ?
Tec’hout a rit rak an egor astennet dirazoc’h.
Re splann eo ?
Bouzaret gant harzhadeg ar vistri, sentus, ez it d’al lec’h m’ emañ aes ha divlaz ar peuriñ.
Bezañ diogel a fell deoc’h, na goll ur gwenneg toull,
Pokat d’ar baradoz.
Da gentañ korfata,
Ha da heul marteze e teufe un dispac’h.
Ho kortozet hon eus fenoz
En ur c’houzout ervat ne vefec’h ket deuet.
Re zister omp,
Peorion treut o yalc’h a-dal d’ ho puzadoù.
Ne dalv mann hon oberennoù d’ ho mesaerion.
Ne gavint ket bod en ho pro.
Gwell a se !
Noazus e vefe dimp goudor un abostol,
Ur mondian madelezhus,
Ur pare kavailhed.
Ne c’hellomp ket bezañ eus ar broviñs goular m’ emaoc’h o remziadiñ.
Hon bro zo ar bed,
An ec’honder divent ganet gant ar bobl
Deiz-ha-deiz.
Disterachoù evit furlukined o mistri,
Mantrus o entan da foeltrañ denelezh,
Kafunet en o mantilli.
Ho kortozet hon eus o c’houzout ervat ne zeufec’h ket.
Chomet hoc’h sioul, kuilh ha klet, e lochenn ho perc’henned,
Evel yar ouzh ar ber e korn an oaled.
D’ an hini a zo ar beved da vevenn d’ e spered ar rezid zo kevrin.