ole !

oleSetu un arvest deurus.
Soliet eo war an arz pobl hep kouezhañ e trap an henvoazelezh hag hep ar stultenn arnevezelour a gollfe an endalc’hed.
Kaer eo, kement pred zo eztaol.
N’eus ket ur fiñv, ur paz, un dilerc’hiañ eus ar gorollerez a vefe hep ster, a vefe dister.
Ar sonerezh, ar c’han, an talmadoù, ar palvadoù, zo un drugar.
Pep hini war al leurenn en deus e istor, a sav gantañ un istor boutin a c’hellomp sevel d’ hon tro evel hon istor, gant hon istor.
N’eus ket un tamm a vefe lakaet evit stankañ ur goullo kalvezel, evit diduiñ.
Kement draig diziouerus da armerzh an abadenn a ra ster.
Buhez flamenca eo.
An holl elfennoù a zeu eus ar stuzegezh pobl zo aet da ezteurel buhezañ ar genwerc’herez, youl, arvar, plijadur, eskemm, kened, diouzh meur a arliv, diouzh meur a savlec’h.
Netra da lavarout, netra da gompren.
Buhezañ.
Brav bras !

Danzaora
war al leurenn :
Rocìo Molina : korollerez, kenwerc’herez
Eduardo Trassierra : aozer, soner gitar
José Angel «Carmona» : kaner
Karolina La Negra : palmas ha compàs
José Manuel Ramos «El Oruco» : palmas ha compàs

Abadenn skignet gant Arte d’an 19 a viz here, da adwelout war Arte+7.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.