paour

paourN’eo ket paour an dud eus ar pezh n’ o deus ket hogen eus ar pezh a zo bet laeret diganto, o labour, o bed, o stuzegezh, o barregezhioù seveniñ.
Pa vez eus un egor ma c’hell an dud ezteurel o barregezhioù, e teuont da vezañ pinvidik, an holl anezho.

An urzhaz a ren war ar c’hevredigezhioù kempred a voustr war varregezhioù an dud, war o denelezh. Ul laeroñsi eo. Un asvan a vuhez. Evit ma teufe barregezhioù an dud da vezañ pinvidigezh eo ret dezho gwerc’helaat er gevredigezh, ha n ‘eo ket magañ albac’hennoù hiniennel.

Evit ma teufe internet d’ ul lec’h gwerc’helaat e vo hir al labour. Evit ar pred n’eo nemet ul lec’h dangorel, diwerc’hek, un arvest pemp gwenneg.
N’eus ket eus va blog, rouez eo an eskemmoù ‘m eus ouzh va dougen etrezek gwerc’helezh ar brezhoneg, e darempred gant tud o deus ur pleustr eus ar yezh. Rouez eo an dud o deus ar youl-se.
Ken rouez all e oa an eskemmoù pa gasen skridoù d’ ur gelaouenn baper.
Ar gudenn n’ emañ ket gant ar skor, gant ar benveg, emañ gant ar stuzegezh.

A-walc’h sellout ouzh blogoù brezhonek all evit merzout n’ eo ket aes d’an aozerion tizhout un egor yezhel gwerc’hek, pinvidik, strujus. Daoust ma eztaolont trivliadoù ha prederioù gwirion, o yezh a chom ankevredigezhel, hep framm, hep bed, hep stuzegezh, war vevenn ar seveniñ, evel ur vroñsenn na youl nemet bleuniañ hep dont a benn. Un isgallegva eo.

N’ omp ket paour, laeret omp.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.