pavioù marc'h

aremPavioù marc’h e pri bresk. A-vec’h un taolig a netra hag ez afent da get, steuziet ar fiñv, al lusk, ar stumm, an nerzh, ar gened.
Oberenn verrbad e dalc’h evezh an hini en deus he degemeret da brof. Kened pep eilenn, pep bann heol, pep bannig aer a c’hwezh war ouel ar prenestr a-dreñv.

Pell bras eo eus an delwenn veurventek, sonn ha klet war e donennadoù arem, savet tidek da flastrañ dindan he skeud remziadoù ha remziadoù e-pad kantvedoù ha kantvedoù. Seurt delwenn na dalv nemet dre bouez an arem teuzet d’he fardañ, pouez an dolzenn varmor kizellet d’ he sevel.
Lonket eo bet ganti labour tenn ha resis ar vicherourion o deus he savet hep na vefe dalc’het o anvioù.
Ne vo marilhet nemet anv an den meur derc’hennet en danvez, ne vo dalc’het nemet anv ar mestr oberenn a renas al labour e servij e vistri.
An Aotrou Arzour a rene war e labourerion, a fouze ar merc’hed koantañ da c’hopr d’e ijin arzour hag a zistroe davit e bried, mamm e vugale, e hanter diegezh, e c’houdor, e varilh bourc’hiz mat.
Mont a rae war glask d’ ar beurbadelezh, d’ an enorioù, da anaoudegezh e vistri, greantiourion, politikerion, dasparzherion un arc’hant frouezh d’ o laeroñsioù.

Petra a dalvez seurt delwennoù azeulet c’hoazh gant an dud a oar diouzh an arz anzavet. Arz ?
Pe dalvoudegezh d’an arz anzavet nemet hini nevid an arz ?
Muioc’h a arz ez eus en ur ger berrbad distaget gant un ispisour e kumun Sant Jos.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.