penaos emañ ar bed ?

Gwelet ’m eus dre zegouezh ar film American pastoral, gant Ewan McGregor, Stadoù-Unanet, 2016.
Ar filmoù war skramm ar skinwelerezh n’eo ket filmoù. Nemet ul louzoù da lakaat da dremen ur vuhez divlaz n’ eo ken seurt skramm.
Azezet ’m eus dirak ar benveg da lazhañ un tamm buhez en dije gallet bezañ ken prizius, ha gwelet ’m eus dre zegouezh skeudennoù kentañ American Pastoral.
Ne ouien netra diwar-benn ar film. Ne anavezen ket titl ar film zoken, ha nebeutoc’h c’hoazh dremmoù an dremmourion.
Ur souezhadenn eo bet. Ur feulster didrouz a strilhe diouzh ar film, hini ar gevredigezh ma vevomp, a zistruj milionoù a dud war o femdez, a vagadoù, pe hinienn ha hinienn o kas skeudennoù heugus en o ziez dre ar skramm milliget.
Dinoaz eo an distruj. Plarik e tegas ar media dirak daoulagad an dud elfennoù marvus, pa ne soñjent nemet kenderc’hel gant ur bed a gredent madelezhus.
Labour an denion zo deuet e gouloù da wellaat bepred ar bed, da reiñ d’ an dud ur vuhez pinvidik, da zizoleiñ bepred muioc’h a gened, a garantez… Nann erfin ! Feulster a vez krouet bemdez betek e kreizig madelezh an dud dallet gant ar mad a soñjont ober.
Betek ar penn e kredo tudenn an ozhac’h dont a-benn da ratreañ torfed ar gevredigezh ha kendeurel d’ he derc’hel en e blom. Goût a oar eo huñvreal a ra. Goût a oar ez a da get ar bed kozh hag e huñvreoù. Kaer a vo dezhañ herzel ouzh distruj he merc’h ne c’hello ket adtapout he buhez laeret.
Feuls eo ar film, ha kaer evel ar vuhez gant he dislavaroù, gant an holl brenestroùigoù digor war dremmwelioù estlammus.
E-kichen niver brasañ ar filmoù a zislonk ar skramm hiniennel santel eo film Ewan MacGregor unan eus an ezreolderioù a ra eus ar filmoù un arz hag eus ar skinwel ur benveg talvoudus daoust a vezañ arvarus.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.