A-us d’ ar c’hrogad. D’ ar re all d’ emzibab ! Pep hinienn zo kablus war e stad. Pep stroll tud zo atebeg nemetañ e walleurioù.
Nemet ar Vrezhoned.
Kiriegezh o sioù a zeu a ziavaez, eus an estren, an hevelep hini a c’houlennont outañ aluzen hag aluzen. Tuadur pilpous ha gaonac’h da chom e goudor ar yoc’h disneuz. Diatebegezh a droc’h diouzh ar c’hrouiñ bed, a sank e distervez ar goar.
Ken flour eo bevañ klet avat ma ne vern war be zismantr e kresk an eurvad.
Da zegemer bemdez skodenn an dismegañs ouzh ar bed, an dinac’h, e tanzeer un handerc’henn livet flamm, ur vojennouriezh.
Ret bezañ prim avat, an aluzen a ya d’an hini a astenn e zorn ar c’hentañ. Fae war an deveizañ, fae war ar c’henved, hinienn enep hinienn e reer e vad eus ar geusteurenn. Kenved, niñvañ zo skoilhoù.
An den brezhon e zivaskell erminiget a gan e hiraez d’ an neñvoù staliet mat war e goumoulenn bersonel. Pell, pell ac’hann, a bell e wel war an tamm boul douar buhezioù diframmet a vil vern. Disoursi ne glask nemet derc’hel naet e di er c’houmoul. War e dreuzoù emañ an dismantr, hag eñ e repu e handerc’henn.
Pa varvo an ael diwezhañ, krouer, arzour, diwaller e handerc’henn, glan e zivaskell kartoñs, pa savo d’ar baradoz a-ispilh ouzh ur sifelenn sachet gant Doue oar piv, e vo diwezhat merzhout hon boa da berzhiañ er bed, bed arvarus, dislavarus, touellus, hogen bed kaer, na gaer.
Diskenn din ur bannig ouzhpenn tavarnour, ha diskouez din penn an hent !