peurhanderc’hañ

peurhanderc'hanKen pellaet eo an den n’eo ket hepken diouzh ar beved hogen ivez diouzh e vuhez ez eo risklet en un handerc’hañ pemdeziek.
Beved, buhez hag alvez zo lec’hiet e-par an handerc’hañ. Ne ouzer mui hag ez eus eus ur werc’helezh bennak.
Ar skiantoù e lec’h bezañ benveg, zo deuet da gemer lec’h ar werc’helezh.

Klevet ‘m boa Leroi Gourand, tudoniour gall, er skingomz o lavarout ne vije ket bet eus an den ar pezh ez eo ma ne vije ket bet ur bronneg anezhañ. An nesaegezh etre ar bugel ouzh ar vronn hag e vamm a oa bet moarvat andon eskemmoù hir en orin e varregezhioù dezeviñ.

Karen Blixen, skrivagnerez danat, ‘m boa klevet o lavarout e oa barrek an den d’en em dreuzfurmiñ. Huñvreet en doa kerzhout war e bavioù a-dreñv ha gant an amzer e oa deuet a-benn da werc’helaat e huñvre, ha ma soñjfe nijal, gant an amzer en em dreuzfurmfe hag e teufe dezhañ divaskell.
Lavarout a rae ivez e oa bet divizet kerzhout war ar pavioù a-dreñv gant ar merc’hed aet skuizh da gaout o rev diskouezet d’an holl. Tennañ a raent korvo ivez eus ar saviad nevez, o far o kaout e rev diskouezet d’ar pevar avel, evit tamall dezhañ soñjal nemet er rev.

Penaos lavarout seurt traoù hiziv pa ne ouzer mui pelec’h emañ ar vevenn etre handerc’hañ ha gwerc’helezh ?

An dud e Vreizh, a ijin o brezhoneg ha n’eo ket e embreger pe e lec’hiañ e-keñver ar werc’helezh, zo penn-da-benn er stuzegezh dispredet-se.
An holl dud zo o varvailhat er goullo, forzh petra a vefe o saviad e savont istorioù e-lec’h ezteurel o soñjoù.

Iskisat stuzegezh n’eo mui nemet un handerc’hañ stuzegezh, ur c’hoari evel pa vije, graet gant tud o redek war-lerc’h marc’hadourezhioù pourvezet adal neblec’h.

Steuziet eo ar bed o vont da handerc’hañ liessek ha dispan ma ne c’hell mui an dud kejañ, na zoken handerc’hañ, dre vezañ aet o-unan da handerc’had.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.