Er beilhadegoù e klever a bep seurt.
A-wechoù eo hir an amzer. A-wechoù eo berr.
A-wechoù e lavar an dud un dra a zo pouezus evito.
A-wechoù e vennont diskouez o micher, bezañ gwelet.
A-wechoù o krenañ gant an aon e kredont evit ar wech kentañ komz dirak tud vodet.
A-wechoù, ar pezh a glevont a zegas dezho da goun un draig dister pe un dra a bouez a ginnigont neuze d’ ar vodadeg, un dra a oa kousket enno abaoe ur viken.
A-wechoù o deus prientet un dra a-ratozh-kaer a lavarint koustet a gousto.
Ne vern. A-walc’h eo bezañ a-gevret ha gouzout e c’hell pep hini degas danvez d’an holl, evel-se, war ar prim.
An deiz-se e oa bodet un tregont den bennak er sal-degemer, kanaouennoù, sonerezh, marvailhoù, skridoù berr, a yae en-dro. E pep tra e oa un draig da eostiñ, un draig a c’helle bezañ treuzkaset pe brederiet warnañ, plijadur ar pred e oa ivez, un esaouenn.
Eztaolioù liesseurt ha goulennoù ar selaouerion a zeue frank, digabestr, war don ar c’hendiviz etre mignoned.
An draig-mañ da heul zo bet lavaret sioul, hep trouz na jestroù, eeun.
Pevar c’hozhiad zo azezet war ur bank.
An hini a zo e penn ar bank a laosk ur bramm, ur wir gurun. Da heul ar bramm ez emled ur flaer eus an diaoul betek fronelloù an tri c’hozhiad all.
Ar c’hozhiad an tostañ ouzh ar brammer a stou davetañ.
– Me, te wel, pa vramman, e ra un trouz spontus. Ne ra flaer ebet avat.
– Me, eme an trede, me pa vramman, ne ra trouz ebet. Padal, ar flaer zo spontus ha padout a ra ken e pad.
– Me, pa vramman, eme ar pevare, ne ra trouz ebet ha flaer ebet.
An tri c’hozhiad all a stou davit ar pevare da lavarout a-unvouezh :
– Perak e vrammez ‘ta ?
N’ eus ket anv eus marvailh aze, nemet eus tezennoù bistro. Padal…