An dud a ya hag a zeu en ti kozh e liorzh plijus kempennet gant tud a vremañ.
Plijus bras eo degemer an ostizion.
Emvodañ a reomp er sal. Ar sonerion a zeu, daou, tri, pevar.
An daou rebed a grog gant ar sonerezh, neuze ar gadulka a zo ur rebed bulgariat, ha da echuiñ ar bouzouki.
Ya, a lavarot, netra dreistordinal.
N’on ket ali ganeoc’h, evidon eo bet ur burzhud en em gavout aze, gant binvioù eeun, noazh, ha sonerion ken plijet gant o sonerezh, ken brokus.
Burzhudus eo bet an trivliadoù liesseurt, livioù eston ar sonerezh hag ar mouezhioù, an istorioù pemdeziek, eeun, nesaek, kanet ha sonet dimp an nozvezh-se, e kreiz ur gêriadennig kollet war maezioù Naoned.
Dre ar bed a-bezh hon eus baleet gant sonerezhioù ha kanaouennoù bev buhezek stuzegezhioù pobl ar Stadoù-Unanet, Iwerzhon pe ar Reter Nesañ, derc’hennañ bev ar bed-se a zo hon hini, hini an denion o istorioù, o eztaol diles.
Ne oa ket lec’h da vamañ hogen da c’hoarzhin, leñvañ, dañsal, kanañ, perzhiañ e plijadurioù ha poanioù an denion ha tañva d’ an eurvad ez eo bezañ den.
Deuet e oa ar sonerion da rannañ ganimp pegen laouen e oant, pegen trist ivez, pegen kenedus e oa an dud o doa kejet dre bed e kig hag eskern pe e kanaouennoù ha sonerezh, pegen bras e oa o spi, pegen ledan an dremmwel a ginnigent dimp, anvevenn, un dachenn ec’hon ma c’hellemp embregañ hon denelezh da bep gwech glan.
Ur burzhud eo lakaat da vevañ ar sonerezh e giz-se, da lakaat da vev ar stuzegezh en ganas, hini an dud dister hag eeun en o c’hened, ha ramzel dre hollveziadelezh o eztaol ha mestroniezh o binvioù.
Hetomp e ouezo ar re-se c’hoazh ha c’hoazh derc’hel bev hon denelezh ha hon lakaat da engehentañ ar vuhez d’ hon tro.
Margaux Liénard ha Frédérik Bouley, Pevarad
Margaux Liénard : rebed
Frédérik Bouley : rebed
Pauline Willerval : gadulka, gourrebed, kanañ
Julien Biget : bouzouki, kanañ
Ar skeudenn zo bet amprestet da load ar stroll. Un alberz eus o labour a gavot ivez war al load-se : http://fiddling.wix.com/quartet