Dre ar bed divent ez eomp,
Tener ha bresk al liammoù etrezomp.
Ne anavez pep hini nemet un tamm dister
Eus perzhioù ar re all,
Eus hollad an oberenn.
Ral a wech e c’hoarvez ganimp kejañ.
Nemet un nebeut eurvezhioù ar bloaz,
Un emvod hiniennoù diampart,
Kantreerion digenvez dispis o dremmwel.
Kildroioù ar vuhez a ra dimp kejañ dre laer,
Ur berr amzer,
Dre zegouezh,
Evit un trevell, un eskemm,
Ur predig prederiañ war yec’hed ar bed,
Amzer un dizoloadenn,
Amzer d’ar c’horf arnodiñ ar bout,
Luniañ en egor dazont hon denelezh.
Ur frapad, kevrediñ sonennoù soutil ha rouez
D’ober d’ur yezh bleuniañ,
D’ ur c’han sevel,
Ha kenavezo er bed all.
Nemet ur fenoz pe un all,
Hep prezegenn,
Hep raktres,
Diamkan,
Ar roudoù a savomp,
Dre gas war-raok hon oberennoù,
Roudoù a zeu a zeiz ha zeiz
Da skoilhañ hon sevel denelezh,
Ar roudoù-se
A darzhomp,
Laouen.