profoù ar vuhez

profE Japan e vev ur c’hozh hag ur gozhez.
0 kannañ dilhad er stêr e tastum ar gozhez ur frouezhenn degaset gant red ar stêr. Trugarekaat a ra ar stêr ha kas ar frouezhenn ganti da rannañ gant he gwazh.
Siwazh ne c’hell ket padout war hent an distro d’ar gêr. Debriñ a ra ar frouezhenn penn-da-benn ha distreiñ war he c’hiz da c’houlenn unan all digant ar stêr evit he hini kozh.
Ar stêr a zegas un eil frouezhenn a vo lakaet gant ar gozhez er mortez a dalvez da bilat riz.
Eus ar mortez e tenn ar c’hozh ur c’hiig du. Brasaat a ra buan ha goulenn digant an hini kozh pignat war e gein. Ar c’hozh zo kaset gant ar c’hi d’ur c’houfr leun a bezhioù aour.
An amezeg a amprest ar c’hi, a bign warnañ hag a ro dezhañ an urzh da vont betek an teñzor. Skeiñ a ra gant ar c’hi d’e lakaat da vont buanoc’h. Ar c’hi a chom a-sav. An amezeg a gleuz an douar prim ha prim ha kavout a ra e-barzh an toull un danvez teñval, blot ha flaerius a strink warnañ. Lazhañ a ra ar c’hi.
Ar c’hozh a zouar e gi en e liorzh. Ur wezenn a gresk buan. Ar c’hozh a ra gant ar c’hef ur mortez nevez da bilat riz da erlec’hiañ an hini kozh a zo faoutet.
Ar gozhez a bil un nebeut riz a dro e pezhioù aour.
An amezeg a amprest ar mortez. Kregiñ a ra da bilat hollad ar riz en deus. Ar riz a dro en un danvez teñval, blot a flaerius a strink e pep lec’h. Leskiñ a ra an amezeg ar mortez.
Ar c’hozh a zastum al ludu. Un nebeut ludu kaset gant an avel zo strewet en e liorzh. El lec’h ma kouezh e kresk trumm bleunioù livet kaer.
Divizout a ra ar c’hozh diskouez ur burzhud ken kaer d’ ar gouarnour pa dremen war an hent dirak e di. Pignet en ur wezenn gerez e c’hortoz ludu gantañ en e zorn. Penn gwarded ar gouarnour a ro dezhañ an urzh da ziskenn ha da dreiñ e fas ouzh an douar. Ar c’hozh a lavar en deus un dra da ziskouez. Ar gouarnour a asant. Ma n’eo ket plijet e vo lakaet ar c’hozh er vac’h betek fin e vuhez.
Taolet al ludu e vleugn ar gwez kerez en un taol, ar soudarded hag ar gouarnour a emgav e-kreiz ur balenn vleunioù.
Pedet eo ar c’hozh e palez ar gouarnour ha roet dezhañ ur pezh dilhad seizh ha neudennoù aour.
An amezeg a amprest ludu digant ar c’hozh, pignat a ra en ur wezenn ivez pa dremen ar gouarnour. Taolet al ludu eo goloet ar gouarnour hag e goskor gant danvez teñval, blot ha flaerius.
Betek fin e vuhez e chomo an amezeg er vac’h.

A bep seurt traoù deurus a lavar ar vugale war ar sorbienn-se.
Kavout a reer bepred unan evit reiñ un ali divezel : an amezeg zo drouk ha kastizet e zrougiezh. Lavarout a reont ne ra an amezeg nemet dreveziñ an hini kozh. Lavarout a reont ivez e tle bezañ an amezeg yaouank ha pinvidik. Unan en deus lavaret e tlee an danvez kavet gant an amezeg bezañ tireoul… Deurus tre.

Profoù ar re gozh zo disoc’h o buhez, o hent, o labour, o doare bevañ. Ne c’houlennont netra. Bevañ a reont en un doare eeun ha kompez gant an dud, al loened ha kement tra a brof dezho ar vuhez.
An amezeg a glask kaout an hevelep prof hep al labour, ar vuhez, an hent graet gant ar re gozh. Dibasiant eo. Ober berzh a fell dezhañ.
Tremenet eo e-kichen e vuhez ha gwashoc’h c’hoazh ma soñjer en tireoul degaset gant unan eus ar vugale. Klask a ra an amezeg tennañ korvo eus hent ar re gozh o tilezel e hent dezhañ. N’ en deus mui hent ebet.

N’eus ket anv aze da asantiñ d’un urzh a ra ar re baour hag ar re binvidik…
Er sorbienn eo ar re baour a zo pinvidik ha n’eo ket gant aour. Priziañ ur frouezhenn degaset gant ar stêr, ur c’hi bihan du pe ludu a c’han bleunioù zo kalz pinvidikausoc’h eget dastum moneiz, ha pa vefe pezhioù aour. N’ eus ket a urzhaz e plijadur ar re gozh. Trugarekaat a reont ar vuhez evit pep traig, evit pep pred, gant anaoudegezh, ha prest int da rannañ o flijadur ha kened o buhez gant o amezeion.
An amezeg avat zo bac’het en ur stuzegezh a laka e penn an urzhaz an aour. Ne oar ket priziañ ar c’hi pe ar mortez.
Pezh a zo pouezus eo al labour graet, ar blijadur hag ar pezh a reer eus un dra, ha n’eo ket piaouañ ar pezh a zo ret piaouañ diouzh savboent ur stuzegezh arzaeladus.
Lennegezh teodel pobl eo. Ur stuzegezh pemdeziek ha bev eo.

Sur a-walc’h e vo kavet tu bennak ur maladur atoret gant ur gravez bennak pe ur renkadoù etre bennak da begañ warnañ un divezelezh pe un talvoudoù bennak. Ar sorbienn avat zo hollvedel hag ar vugale zo barrek da gavout enni kalz muioc’h eget forzh pe arbennigour destuziet, gant ma chomo digor an danevellañ pezh n’eo ket anat.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.