Kelanoù a vil vern o vreinañ war dachennoù emgann,
daou pe dri den lazhet kempenn e korn ur straed heoliet ha kompez,
yaouankizoù o tiskelañ mac’hagnet gant polised,
labourerion distrujet diseblant gant an torr-kein,
hinienn digenvez dindan dispriz an hini a zezerc’h ur mestr.
Bemdez ez emgann an dud en aner, kein a droont d’an denelezh,
azeuliñ a reont enno al loen gouez estlammus pa n’int nemet chatal doñv o mistri,
pa drenk an traoù e tiskouez an deñved o dent d’ ar bleizi mousc’hoarzhus,
ne ouzont mui seveniñ, pourvezet dezho ar peuriñ hag ar c’hraou,
d’ar muiañ e venn hiniennoù gouzout diouzh an traoù, aet da vistri vihan o chadennoù pounner.
Divius eo bezañ den,
aloubus ha skoilhus an enorioù,
aesaat d’an hent a ra ober gant restachoù ur bed a zo bet,
kropet en ur c’horn, c’hoari gant e vizied,
e-lec’h sevel splann er gouloù ur bed dianav a emled kalz en tu all d’ an dremmwel.