Sac’het ar voullerez ez an da brenañ unan all. Perak ? Da betra e talvez moullañ ?
Da betra e talvez skrivañ ? Ha n’eo ket ar gerioù war ar paper nemet un adsked eus ur vuhez ? Ur vuhez paper eo ? Hag eo reiñ d’ar vuhez ur vent all ? N’ eo netra avat pa n’ eus ket eus ur vuhez da skor ?
Ar Verb da skouer, petra a dalvez ar Verb ? Petra an diaoul eo ar Verb-se ? Troidigezh ur ger hebraek, neuze gresianeg, neuze latin, neuze gallek, neuze brezhonek ? Ha ne vefe netra nemet ur flapach din me ?
Ret e vo goulenn d’ ar re ez eo ar brezhoneg un eztaol diles evito. Boud, ober eo ? Petra eo ar Verb-se deuet dimp eus un istor milvloaziek ?
Petra ar gêrioù-se war ar paper ? Petra int evidon ha petra int evit ar re all ?
Palestina. Penaos deskrivañ ar saotr, an distruj, an dizenel ez eo ar voger-se, ar gealiadurezh se ?
An dizenel ? Ha n’eo ket denel an dizenel ? An distruj, ar sujidigezh, zo anal an denelezh, ganet en he yaouankiz. Ha n’eo ket denel kas an dud da netra, da loened, da chatal an dilenidi emlakaet da vibion vuiañkaret un Doue krouer an denelezh. Ha ne c’hell bezañ an denelezh nemet hini ar vistri ?
Skrivañ. Gerioù.
Gerioù hep boud o vont a-unan ganto n’int nemet tasmantoù, gevier. Skrivañ evit skrivañ, embann evit embann a gas d’ar goullo, d’un tasmant, d’un adsked eus ur goullo andoniek. Pelec’h emañ ar boud ? Rouez eo e ganfe ur boud diwar ur gaou, rouez ha prizius. Un touell ober, un touell bon, un touell preder. Skrivañ evit skrivañ, gwerzhañ evit gwerzhañ, prenañ evit prenañ. Goullo ur vuhez da voulañ gerioù goullo. A-walc’h dezho bezañ… Lu.
Kroc’hen ar plac’h se a dremen dindan ur bann heol war vevenn ar gwel. Mont d ‘he heul. Lavarout pegen fromus e oa. Al liv, an danvez, ar pred… Ar pred ! Tevel ! Na c’heriañ.
Aet eo ar pred ha goullo e vo ar gêrioù. Ne vint ket zoken un asvan a rezid. Ne vin ket un hent davit kaerded hon denelezh.
Soñj a zeu din eus ul levr. Ur sellad war dud ur vro bell. Gerioù a zistumm an dud, a liv gaou an aozer, e saotr. Spontus. Ur gwiskad sujidigezh war c’horre mil ha mil all deuet en e raok. An dud se gwasket, korvoet, gwasket a-nevez, korvoet c’hoazh, aze, er gerioù-se, moullet, embannet, ledet, war zigarez petra ? Perak embann, pe gadouriezh, pe lazioù, pe gantreizhañ ?
Netra nemet gwerzhañ, embann, padout, bezañ diouzh tu ar wask, diouzh tu ar gwaskerezh.
Ar gwir hon befe da askenderc’hañ ar pezh e vezomp a vil vern nemet peogwir e vezomp ha peogwir e vefe nebeut a dra ar re all dindan hon poltredoù ad vitam eternam.
Ni eo a oar.
Moulañ e-lec’h bezañ, moulañ hep bezañ. Pelec’h emañ ar boud a gantreizhfe seurt skrid ? Pelec’h emañ ar barzh, ar skrivagner, ar skriver diles ?
Ne liv ar skrid nemet ar pezh a vast da zreistbevañs ar skriver, da zreistbevañs an embanner. Eksotegezh ar skrid zo azon ur yezh hep boud, hep bro, hep ober. Gerioù goullo, dastumadenn balafenned n’eus ket anezho, bezoud tasmantoù a glask tremen da dud.
N’eus nemet denion a c’hell reiñ prouennoù dre o gerioù. Neuze e c’hell ar burzhud bezañ.
Tevel neuze, pellaat ar bizied diouzh ar c’hlavier, lezel ar c’hreion e-kichen ar follenn.
Hag ar plac’h he c’hroc’hen treuzwelus, eztaol ar vuhez e vefe ? Aet ar pred en aner ar gerioù ?
Penn un erv a gened ? Gant ma vefe perzhiañ an aozer enno, ha perzhiañ lennerion, tud brokus a-walc’h da gas ar gerioù d’ar vuhez en-dro, da vont betek o boud, gant ma vefe bet enno un tamm disterañ a voud. Aner e vefe a hent all mont a c’haou da c’haou, a dasmant da dasmant, a skeud da skeud, a douell da douell, nemet evit en em reiñ ar soñj da vezañ ha pellaat diouzh ar boud, o nac’h an disterañ tamm koroll gantañ. Re risklus eo diskouez pegen bresk eo mab-den.
Burzhud ha kevrin an destenn c’hoariva, heuliad ar pazioù koroll a hañval aner d’ an tremeniad.
Gallusted, bezusted, bezoud int. Dister d’ar sell kentañ e tarzhont el leurennañ, enkorfet, egoret, oberiet.
Perak e chom ken divarrek, ken dister va gerioù ? Perak ne zeuont ket da vev ? Hag un den on c’hoazh ?
– Ur banne kafe all mar plij.