roud 3

roud3– Netra nevez neuze ?
– Emañ war hent an distro.
– Dre an hent tizh.
– Ya, unan eus an hentoù boas a gemer da zistreiñ d’ ar gêr, pe an hent tizh pe an hent treuz.

– Ar wech-mañ e c’heller lavarout ne zistro ket d’ar gêr. Kemer a ra hent ar c’hornog.
Hag hoc’h eus graet berzh war roudoù all ? Ur gorollerez ? Alez Brankas. Perak e vefe deurus ? Darempredet en deus metoù ar arzoù bev. Pe oad eo ? Re yaouank evit ma vefe anavezet gantañ.
Kleuzit ar roud. Ne ouzer morse.
Hag er c’hafedi ? Ur muzulman… Degouezhet eo war e lerc’h hag aet eo kuit an hini kentañ. Chomet eo teir munutenn. Berr eo evit ur banne kafe. Taolet hoc’h eus pled outañ en abeg d’ar bajenn war Palestina… Gallus eo al liamm. Kengrediez a c’hell eginañ etre tud argaset eus meurdez hon kornogelezh, ha mignoniezh enep natur etre ur breizhad brezhoneger hag ur muzulman darbarer.
Labour mat, heuilhit an daou se a dost.

– Kuitaet en deus an hent tizh e Gwened. Chomet eo a-sav e Mur. N’en deus pellgomzet da zen ha den n’en deus pellgomzet dezhañ. N’en deus ket lazhet e hezoug avat. Gortoz a ra ur bellgomzadenn ?
– Ne lazh morse e hezoug. Padal ma n’ emañ ket e vec’hier gantañ e vo goullo e zaspugner a-raok pell.
– Tuet en deus e garr Straed al Lenn, e-kichen ar skol Sant Jozef. Marteze eo chomet a-sav da zebriñ un tamm. Ha prenet en deus un dra bennak ? Netra… Arc’hant liñvel neuze…

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.