roud 4

roud4A-viskoazh ‘m eus kemeret penn hent ar gwalarn, kant kilometr war lerc’h kant kilometr betek dibenn an douar. A-wechoù e kuitaen an hent tizh. Chom a raen en ur pleg-mor, e-kreiz ar menezioù, en ur gêriadenn, neblec’h.
Ul louzoù e oa. Ur blijadur. Diverkañ roufennoù ar sodell, ha skrivañ gant ar vro ur vuhez nevez. Mont en tu all d’an dremmwel, da welout, ne ouzer morse.

Gwelout n’eo ket ar ger azas. Ar c’horf en e bezh zo engouestlet er veaj, buhezañ ar vro a ra, kar pe estren an disterañ lec’h merzhet a-bell n’eo morse arall. Ar gweledvaoù, an dud, a dremen dianav, arvarus, war o roudoù, o buhez. Tud kozh, reoù yaouank, hervez al lec’h, an eur, an amzer, traoñiennoù, menezioù, lanneier, stêrioù, ar mor.

Ar wech kentañ din mont gant an hent-se e ‘m boa ur Simca brein. Ret e oa arboellañ ar c’heflusker, mont sioulik, evezhiañ ouzh an eoul, ouzh an dour.
Kirri brein all ‘m eus bet da heul. War wellat ez aent bepred. Plijus e oa bepred hag ur wir blijadur eo deuet da vezañ hiziv, un huñvre, un diflipadenn, un dec’hadenn beuzet er vro.

Hiziv e tibun sioulikoc’h ar maezioù pa n’int ket mui saotret gant trouz spontus va charabañ kozh. Heweloc’h eo ar yezh war ar panelloù. Paotañ a ra an anvioù lec’hioù brezhonek gant ar c’hilometradoù o vont. Diverket brezhonekadur meurlarjez stourmerion ar yezh, komedi dister leurennet gant an amaezhiadurezh. War ar panelloù ez anad istor ar yezh kozh, gwechoù trec’h, gwechoù all trec’het. Amañ emañ avat, demata a ra ar beajour kollet.
– Salud nevez estren d’ar vro, salud dit bugel bihan hon pobl disoñjet da dud. Ha ne anavezez ket ennomp da dresoù ? Mab e dad eo Kadiou ?
Souezhet out a vezañ ken mat amañ ? Ne ‘c’h eus kar ebet, mignon ebet er vro a soñjez ?
Striv un tammig da zibunañ neudennoù da vuhez. Ha ne ‘c’h eus bet biskoazh entan, jourdoul ha feiz er vuhez ? Eo ! Ni zo kar neuze. Ouzhpenn roudoù da huñvreoù a heuliez… Tud a anavezez, kerent ha mignoned. Te welo ! Kae gant an hent, en em goll !

Setu hent Pondi, hent anavezet. Hent Mur, abaoe ken pell… Pet gwech on bet du-hont ?
Kemmet kalz eo an hentoù. N’eo ket bet graet un hent peder forzh betek Pondi memestra ?
Distreiñ a ra buan ar maezioù pa bellaer diouzh an tolpadoù bras, setu parkeier ha pradeier ha tiez bihan amañ hag ahont.

Ne oan ket aet gant an hent-se ar wech kentañ.
Eus Kemper e teuen, da noz. Dasparzhet ‘m boa traktoù Naoned e Breizh gant tud Kelc’h Breizhek Naoned e Gouelioù Kernev. Roet e veze d’an holl, zoken d’ar CRSed. Diwezhat en noz e oa padet an abadenn o varvailhañ en dro da vanneoù bier skañv er c’hafedioù. Cholori a oa pa oa bet losket bannieloù triliv gant yaouankizoù tommet o fri.
Re ziwezhat e oan degouezhet e Mur evit kavout tud er skol ma veze dalc’het an devezhioù studi ma oan enskrivet. An holl stalioù a oa serr a-hed an hent hag aon ‘m boa bet rak chom hep ur banne strilheoul e seurt dezerzh.
Dihunet on bet gant gouloù deiz, kousket e-barzh va charabañ glas. Ur Bzh a oa ouzh e revr hag ur gwenn-ha-du embegus dindan ar c’hilvelezour sport oranjez kostez ar blenier. Poursuet e oan bet ur wech en abeg da ‘m Bzh gant archerion war c’hwiled tan. Ruz mouk edont dre forzh bezañ troadikellet da vont war va lec’h.
Plijadurezhioù ar yaouankiz.

Steuziet eo seurt arouezioù ha ne vez mui gwelet war ar c’hirri nemet daranverezh marc’hadourion a ra o amanenn gant an trivli breizhek. Forzh piv a arver ar gwenn-ha-du da embann e santimant ouzh e bloue. Paour kaezh brezhoned, tost un hanter kantved da heul e vourront gant à l’aise Breizh ha bonnets rouges. Nag ur sirk a zoare, nag a amzer gollet. Ket evit an holl. An trivliad breizhek zo bankadus hiziv an deiz evit gwellañ mad ar gevredigezh veveziñ. Hiniennoù a sav o embregerezhioù bihan da saveteiñ o revr en ur werzhañ o brogarouriezh en anv ur genvreuriezh vreizhek… Frañsizion vat ha labourant int deuet da vezañ.
Petra a c’hellfen kompren d’ ur seurt bed nevez. N’on nemet ur brezhoneger a grede dezhañ e oa tud Vreizh barrek da sevel ur bed kaeroc’h. Bez e oant evit gwir.

Setu ar savadurioù mein, emañ ar skol bepred en hevelep lec’h.
Aze ‘m eus komzet brezhoneg evit ar wech kentañ gant tud estreget va c’helenner brezhoneg parizian.

Ne ‘m boa ket dibabet labourat gant an dud-se. Nemet un dargouezh krouus e oa.
Iskisat tud. Tud kozh ha tud yaouank, bugale zoken. Tud labourant. Tennderioù etrezo.
Stroll ar wezenn da noz, tud yaouank a c’hoapae unan eus ar re goshañ. Dezerc’hañ a raent e veajoù tro dro d’ar bed, pep poblad kentidik o tegemer anezhañ gant kanaouennoù ha korolloù gouez. Un tamm kasoni a oa ganto. Ur rener all o doa dibabet.
Un hent re nevesaus evito a oa bet kinniget.
Skarzhet e oa bet tud, ha tud all a oa aet d’o heul.

Ne vern, ur blijadur e oa bet kejañ gant tud na oant ket o leñvañ, hiraezhiñ pe arc’hañ. Faot ar waskerion diavaez d’o bro voumoun a oa gwalleurioù strollad ar wezenn, ha ken eeun ha tra int bet da c’houlenn sikour digant o gwaskerion ha labouret ingal o deus ganto da vruzhunañ ar yezh abaoe.
Savomp ar vro a fell dimp a lavare ar re solutañ. Den ne roy dimp pezh a vank dimp. Mankoù zo pa n’ omp ket barrek da sevel ar pezh hon eus ezhomm. D’ al labour ! Pleustromp hon rezid, savomp hon bed. Kemeromp plas en denelezh evit mad an denelezh.
Ouzhpenn deskiñ ar yezh e ‘m boa dizoloet al lennegezh, ar yezhadur, ar jedoniezh, ar studioù war an istor, ar politikerezh, an armerzhouriezh, istor ar broioù all, ha kement-se e pemzek deiz hag e brezhoneg. Derou va bloavezhioù skolveur e oa.
Anat e oa din, pep tra a oa gallus, gallus e oa bevañ.

Brokus ha divent e oa ar raktres. Penaos o doa ken nebeut a dud savet kement a vinvioù ken pinvidik ? Penaos o doa graet o flas en un hil istorek a groge gant yaouankiz ar brezhoneg hag a buke d’an denelezh ?
Souezhet e oan bet o tizoleiñ ar yezh estren dianav e oa ar brezhoneg evidon un nebeut mizvezhioù kent, ha ken souezhet all e oan o tizoleiñ e c’hellen bezañ den e-mesk an denion. Kevredigezh Frañs n’he doa goulezet din nemet ur roll sklav sentus ha mezhek, berzet e oa bet din ar studioù.

Petra on deuet da vezañ ?
Mont a ran davet tud a ruz o botoù er mouvement breton, evel ma ne vije ket bet eus ar bloavezhioù labour hag eus ar blijadur a zevoudas ar gejadenn-se e-kreiz neblec’h.
Arvestiñ a ran ouzh an holl labourioù renet en anv ur Vreizh vojennek e stern un denelezh war he goar ma klask pep hini e eurvad en e gorn.

Setu ar savadurioù mein e-kreiz neblec’h, gweledvaoù goullo ha flour dindan ar glav. N’eus netra kemmet daoust d’ar berniadoù boestoù annez amañ hag ahont.
Hag ez adkavin denion ar vro-mañ ?

Debriñ un tamm a rankan ober.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.