roud 5

roud 5Kouskous mat ha marc’had mat. Un drugar. Na soutil an ispisoù. Rouez tre gant ar meuz-se e Frañs ma vez an aliesañ eksotek, magus hogen un tammig pout. Ur burzhud e oa, aze, e-kreiz neblec’h.

– Ha mat e oa ?
– Kalz plijadur ‘m eus bet gant ho meuzioù. N’ ouzon ket lavarout petra eo ar frondoù hag ar blazioù a gevred er c’higoù liesseurt, el legumaj, ha zoken er c’houskous. Pep begad zo ur souezh. Gourc’hemennoù d’ar c’heginer.
– Va mamm eo he deus keginet hiziv. Ar c’heginer en deus kimiadet diouzhin. Ne oan ket barrek da reiñ dezhañ ar gopr a c’houlenne.
– Mirit ho mamm ar pellañ ar gwellañ. Bras eo he c’harantez ouzh ar boued. Arz eo kement-se.
– Re a labour e vefe eviti. Meuzioù tiegezh a brient hi. Kalz amzer e tremen gant ar c’heginañ. Ret e vo din kavout ur c’heginour na vo ket ken pismigus. Forzh penaos e labour e Paris war ar filmoù ha ne zeu d’ hon gweladenniñ nemet gwech an amzer.
– Brasat chañs ‘m eus bet neuze. Hetiñ a ran deoc’h kavout un den ken espar hag ho mamm er gegin. Un devezh mat deoc’h. Ken ur wech all.

Petra e oa deuet da vezañ Fnaca ? Setu unan a vije bet plijet gant ar preti souezhus bihan-se e veuzioù lipous. Ur mailh war geginañ Norzhafrika e oa.
Brav e oa bet buhez ar paotr. Kaset gant ar Stad da soudard en Aljeria e oa deuet er-maez eus euzhadennoù ar brezel hep na vefe distrujet an den anezhañ.
Kredet en doa start er pezh a veze goulennet digant ar soudarded. Labourat a rae da wellaat stad tud ar vro. Ret e oa bet arverañ an armoù pa na ouie ket an dud-se petra oa mat evito.
Niverus e oa bet e zarempredoù gant ar boblañs. Pa oa ur paotr lavariant, aes da zaremprediñ, en doa desket kalz eus gizioù ar vro.
Lavarout a rae penaos e oa aet da lazhañ tud e kêriadennoù ‘zo gant e vagad soudarded en derou, betek m’en doa kroget da brederiañ drezañ e-unan dre forzh daremprediñ tud ar maezioù hag ar c’hêrioù.

Un wech, en ur grimpañ gant un diri en doa kavet ur soudard eveltañ a glaske gwallañ ur plac’h. E skarzhet en doa rust.
– Kaer e oa ar plac’h. Kaerat plac’h ‘m eus biskoazh gwelet. Pennadoù eus he blev, he c’hroc’hen, a daole ur gouloù en damskeud. Skuizhet e oa bet gant argad ar soudard dre m’ he doa stourmet taer outañ. Kouezhet eo, damsemplet, ha chomet eo ur pred krog ennon. Balbouzañ a rae gerioù evel trugarez, aon. Sko ouzhin e oa. Flour e oa he c’hroc’hen ha frondus he blev. «Kae kuit ‘m eus lavaret dezhi. Kae da adkavout da re a ‘z tiwallo. Ne ‘m eus graet nemet ar pezh a zlee un den ober. Ur paotr on avat ha da gened zo mezevellus. Kae kuit, buan !»
Kaer tre e oa ha yaouank edon. Ne zlee netra din avat. Netra. Ne oan nemet ur soudard estren en he bro.

Ur wech ma oa bet bodet tud e Kreizh Breizh en ur prantad labour war ar filmoù e ‘m boa merzet Fnaca o komz gant ur vaouez. Pemont vloaz tremen e oa, berberez emichañs. Labourat a rae e Frañs war ar stenwezañ, priziet e oa he labour. Na kaer e oa.
Fnaca n’en deus lavaret netra din war he divoud.
Eñ ivez a oa un den kaer, daoust dezhañ bezañ uzet gant ar vuhez. Un dudenn vrokus a oa bet lies e vicherioù e oa. Ur paotr yaouank mentet mat ha kaer e oa bet sur a-walc’h. Unan a blije d’ar merc’hed hag a blije dezhañ ar merc’hed.

Brav eo an amzer.
N’eo ket deuet ar geginerez er sal debriñ. Marteze ne oa ket aze.
Ha mar befe tro din da adkavout va mignon kozh ? Deomp bepred gant hent Karaez, piv oar ?

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée.

Ce site utilise Akismet pour réduire les indésirables. En savoir plus sur comment les données de vos commentaires sont utilisées.