Setu, savet eo. Dour tomm ha gouloù er sal-kibellañ. Gouloù er gegin hag ar pod kafe. Sellout a ra ouzh an amzer war urzhiataer ar burev, red RSS ur gazetenn, div gazetenn… Teir c’hazetenn. Digoret en deus ur bajenn a-zivout Palestina. Netra arbennik, n’en deus sellet netra all a-zivout Palestina, nemet c’hwec’h miz ‘zo. Ret gwelout danvez ar skrid.
Emañ an urzhiataer war-c’hed.
Emañ er c’harr. Loc’het eo. Kemer a ra an hent… Da vont d’e labour. Se eo. Iskis, diwezhat eo.
Chomet eo a-sav e Sant Steven. Dirak ar bank emañ. Hañ, tennañ a ra arc’hant ouzh ar bilhedaouer. Pergont euro.
Setu, emañ er c’harr a-nevez. Emañ en Naoned.
Tuet eo e garr war an tuva e penn ar porzh. Pellaat a ra war-droad. Mont a ra davit Leurenn ar C’henwerzh.
N’ eo ket an hent da vont d’ e lec’h labour. N ‘eo ket an eur boas.
Emañ er FNAC. Hag e oa pal e zilerc’hiañ ?
Aet eo er-maez. Dek eur ha trizek. Chomet eo eizh munutenn. N’en deus prenet netra. Nemet en dije talet en arc’hant liñvel.
Heuliañ a ra ar bali bras, kornog da reter. Kerzhout a ra ingal. Stampañ a ra kaer.
Chomet eo a-sav. N’eo ket ur c’hroazhent… Emañ e live an niverenn pevar Alez Brankaz. Aet eo, dek eur ugent pevar… Davit ar reter bepred. Bepred gant ar bali.
Troet eo e straed ar Marchosioùigoù. Chom a ra a-sav, niverenn naontek… Kafedi an Diñsoù eo… Dek eur pergont tri. Seitek munutenn, talet en deus daou gafe. Klaskit roudoù all, ne ouzer morse.
Distreiñ a ra war e giz…
Distreiñ a ra d’ e garr.
Aet e oa da gejañ gant unan bennak. Klaskit roudoù all a dremen dre gafedi an Diñsoù etre dek eur ugent c’hwec’h ha dek eur pergont tri.
Klaskit ivez roudoù a dremen dre ar FNAC etre dek eur pemp ha dek eur unnek, ha reoù a dremen pevar Alez Brankaz etre dek eur ugent unan ha dek eur ugent pevar.
Mont a ran da gemer ur banne kafe. Lavarit din ma c’hoarvez un dra bennak kanteul.
…