Torgennoù diniver roudennet, flour.
Gwech an amzer ec’honderioù roz-aer a zinod ouzh o zraoñ.
Peoc’h ar glasvez ha didrouz ar gwiniegourion a zifrae e-touez ar plant.
Ur pennad ehan e freskijenn un atant, tost ouzh ar waskell.
Dilezet en deus ar paotr e labour evit hon degemerout. Al labour a c’hortozo daoust d’ an tizh a zo gant prederiañ ar plant.
Ur ger o kinnig an hent d’ un eil, e tispleg an den e istor a bennadoù bihan. Penaos e rank pukañ d’ an esporzhiañ pa zigresk ar gwerzh e Frañs. Perak ? Ne oar ket. Marteze, a soñjan, eo kresk niver ar gwinoù bouilh perzhek darevet war diriad Frañs a-bezh.
E dad a oa aozer hentoù ar barrez. E vamm a oa plac’h tiegezh.
Dedennet gant sevel gwin en doa prenet ur bastell digant un den kozh kejet en unan eus e droioù bale dre ar gwiniennoù.
Ha setu, kroget un tregont vloaz ’zo istor ar gwin-se.
Adkemeret an atant da heul e dad e klask ar mab reiñ ar gwellañ eus ar gouennadoù kavet er vro.
Klogorennoù munut a bign gorrek er werenn. Frouezh zo gant ar gwin. Soutil eo. Ennañ torgennoù hir ha kompez, glasvez an nevez-amzer, melezour teñval ar ster, evezh ha plijadur ar gwinier.
A-raok bezañ seurt andon plijadurioù, ne oa nemet ur gwinig gwenn trenk a-walc’h, ken dister hag ur rozenn-aer kollet en ur parkad ed, ken dister ha komzoù un den a zibun eeun e vuhez boutin en ur beurevezh sioul. Nebeut o vont koulskoude da zenelezh birvidik.
Burzhud ar predoùigoù diziouerus ha steuzidik.